500 Miles

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche

500 Miles[1] (anavezet ivez evel "500 Miles Away from Home" pe "Railroaders' Lament") zo ur ganaouenn saoznek savet gant ar ganerez stadunanat Hedy West, ha brudet er bloavezhioù 1960. Kaoz zo enni eus un den pell bras diouzh ar gêr, diarc'hant, ha re vezhek evit distreiñ.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet eo bet gant ar ganerez Hedy West (1938-2005)[2]. Awenet e vefe bet gant kanaouennoù koshoc'h, klevet digant he mamm-gozh, ha diazezet eo "500 Miles" a-hervez war tonioù biolin (fiddle) anvet "Reuben's Train" ha "Train 45".

Kanerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Joan Baez e 1973. Ganti e voe brudet ar ganaouenn en Europa.

Yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kanet eo bet e meur a yezh : alamaneg, galleg, japaneg...

E galleg e oa savet ar skrid gant Jacques Plante. Berzh kenañ a reas doare Richard Anthony ("Et j'entends siffler le train") e 1962, ha divrud e chomas an doareoù enrollet gant Serge Gainsbourg hag Hugues Aufray.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Istor ar ganaouenn hervez Le Monde : [[1]].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Komzoù e gwivan ofisiel Peter, Paul and Mary  : [[2]]
  2. Kanet gant Hedy West: [[3]] hag e Newport e 1964, gant ar c'homzoù orin, krennet gant ar ganerien all : [www.youtube.com/watch?v=mnYKp9R86nI].
  3. Kanet gant The Journeymen: [4]
  4. Kanet gant Peter, Paul and Mary, [5]
  5. Ar bladenn (Vanguard VRS-9124, 1963) : [[6]]
  6. Kanet gant Bobby Bare :[7]
  7. Kanet amañ gant Elvis Presley : [8]
  8. Hedy West | Songs. AllMusic. Kavet : 2016-09-26.
  9. Inside Llewyn Davis – Original Soundtrack Recording [LP] | Nonesuch Records - MP3 Downloads, Free Streaming Music, Lyrics (2013-11-11). Kavet : 2016-09-26.