Harry Whittington (paleontologour)
Neuz
Harry Whittington (paleontologour)
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh-Unanet |
| Anv-bihan | Harry |
| Anv-familh | Whittington |
| Deiziad ganedigezh | 24 Meu 1916 |
| Lec'h ganedigezh | Birmingham |
| Deiziad ar marv | 20 Mez 2010 |
| Lec'h ar marv | Cambridge |
| Pried | Dorothy E. Arnold |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
| Micher | paleontologist, kelenner skol-veur |
| Tachenn labour | Paleontologiezh |
| Implijer | Skol-veur Harvard |
| Bet war ar studi e | skol-veur Birmingham, King Edward VI Handsworth Grammar School for Boys |
| Rener tezenn | Frederick William Shotton |
| Danvez-doktor | Simon Conway Morris, Derek Briggs |
| Ezel eus | Royal Society, American Academy of Arts and Sciences |
Harry Blackmore Whittington (24 a viz Meurzh 1916 - 20 a viz Even 2010) zo ur paleontologour eus Breizh-Veur.
E-pad e espet, padet ouzhpenn 60 vloaz, en deus studiet an artropoded karrekaet eus deroù ar Paleozoeg, an trilobited dreist-holl. Labouret en deus diwar-benn morfologiezh an trilobited, an ekologiezh ha stratigrafiezh ar c'harrekaennoù koulz hag a-zivout ar paleodouaroniezh ha loened chistoù Burgess, o deus c'hoariet ur roll a bouez da gompren an darzhadenn gambrian.
Renet en deus tezennoù Derek Briggs ha Simon Conway Morris, o deus displeget teorienn nevez karrekaennoù chistoù Burgess. E-mesk ar prizioù niverus en deus resevet e c'haller menegiñ priz etrebroadel ar vevoniezh e 2001, hag er memes bloavezh, ar vedalenn Wollaston.