Hanna Hutsol

Eus Wikipedia
Hanna Hutsol (a-gleiz gant blev ruz) ha DJ Hell e-pad ar vanifestadeg «Ukraina n'eo ket ur fouzhlec'h» e Kiev, d'an 23 a viz Mae 2009

Hanna Hutsol (ukraineg : Ганна Гуцол), pe Ania Goutsol[1] pe Anja Gutzol[2] (an daou zoare diwezhañ-mañ 'zo stummoù rusianekaet), bet ganet d'ar 1añ a viz Even 1983, a zo ur stourmerez ukrainat he deus krouet FEMEN.

Kinniget eo evel sokiologourez[3] pe evel armerzhourez[4]. Tennañ gounid a ra eus he labour e bed ar c'hoariva evit difenn perzh ar merc'hed war dachenn an aferioù politikel ha sokial en Ukraina[5]. Sevel a ra a-enep touristelezh ar reizh hag an houlierezh[6]. Kemer perzh a ra en obererzhioù kaset gant FEMEN da gelaouiñ ar gevredigezh war ar c'hudennoù-se.


Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]