Heklev Moskva

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Heklev Moskva (rusianeg Эхо Москвы) a zo unan eus ar chadennoù skingomz dizalc'h kentañ a voe savet e Rusia. D'an 22 a viz Eost 1990 e voe skignet an abadenn gentañ, d'ar mare-s e eoa anvet "Radio-M" ar chadenn. Hiziv an deiz e vez skignet en un tregont rannvro bennak eus Rusia hag ivez e Riga (Latvia), Bichkek (Kirgizstan) hag e Chicago (SUA), 24e/24. Politikerezh, istor, sevenadur ha sportoù eo a ya d'ober korf an abadennom pennañ. Ouzhpenn da se ez eus abadennoù kaset gant aozerien, hag ivez abadennoù dielfennañ ar gevredigzh rusian. Diwar stadegoù e ouezer e vez selaouet gant 600 000 den e Moskva ha gant war-dro 1,5 milion a dud er peurrest eus Kevread Rusia.

66% eus kevrannoù ar chadenn a zo perc'henn gant Gazprom Media, ar peurrest anezho a zo dasparzhet etre ar c'hopridi a zo e penn ar chadenn.

Luganioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • "Свободное радио для свободных людей", da lavaret eo : skingomz dizalc'h evit tud dizalc'h
  • "Слушайте радио, остальное – видимость", da lavaret eo : selaouit ar skingomz, gweled nemetken eo ar peurrest

Deiziadoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwagennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.