Hakaeg

Eus Wikipedia

Ur yezh sinek-tibetek eus skourr ar yezhoù sinaek eo ar hakaeg (客家话, mandarineg: kèjiāhuà, hakaeg: hak-ka-fa/-va) komzet gant tro-dro da 25 725 000 den en holl gant 2,5% eus poblañs Sina (dreist-holl e Guangdong hag ivez e Fujian, Jiangxi, Guangxi, Hunan ha Sichuan) hag e Brunei (3 000 den), Gwiana c'hall (5 000 den), Polinezia c'hall (19 200 den; 2% eus ar boblañs), Indonezia (Java ha Bali; 640 000 den), Malaysia (985 635 den), Panama (6 000 den), Singapour (69 000 den; 2,9% eus ar boblañs), Surinam (6 000 den), Taiwan (2 366 000 den; 11% eus ar boblañs), Tailand (58 800 den) hag ivez e Moris, Zeland-Nevez, Suafrika, er Stadoù-Unanet hag er Rouantelezh Unanet.

Meur a rannyezh ez eus:

  • Raopingeg (yue-tai, raoping pe meixian): talvezout a ra da yezh unvan e Taiwan
  • Yueeg ar c'hreiz (yue-zhong): kreiz Guangdong
  • Yueeg an norzh (yuebei): norzh Guangdong
  • Tingdjoueg (tingzhou pe min-ke)
  • Longnaneg (longnan pe ning-long)
  • Yugoueeg (yugui)
  • Tongoueg (tonggu)

e Taiwan

  • Hailoueg (hailu pe hoiluk)
  • Sancheneg (shige pe sanhsien)


Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]