HBC Naoned

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche

Handball Club de Nantes eo anv ar c'hlub handball pennañ e kêr Naoned.

Handball Club de Nantes
équipe de handball
Deiziad krouiñ1941 Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
A zo e tiriadNaoned Kemmañ
KevreChampionnat de France masculin de handball Kemmañ
Stadpalais des sports de Beaulieu Kemmañ
Sez sokialNaoned Kemmañ
SportMell-dorn Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://hbcnantes.com/ Kemmañ
URLhttp://www.lnh.fr/lidl-starligue/equipes/hbc-nantes, http://www.eurohandball.com/clubs/016515/HBC+Nantes, https://hbcnantes.com/ Kemmañ


Berzh a ra ar skipailh abaoe m'eo pignet er rummad kentañ, e 2008. E-touez ar skipailhoù gall gwellañ eo. Maout Kib ar C'hevre a yeas gantañ e 2015. Bep bloaz e vez HBC Naoned ar skipailh o tesachañ ar muiañ a arvesterien a-hed ar bloaz (muioc'h eget 100.000). E miz Kerzu 2014 e c'hoarias a-enep skipailh ar PSG en Hall XXL, e-kichen ar Beaujoire: ar wech kentañ e oa d'ur c'hrogad handball tolpañ kement a dud e istor ar c'hampionad gall. En deiz-se en em gavas 10.753 a arvesterien er sal nevez-flamm.

Glas-ruz ha melen eo livioù ar skipailh. War ardamez ar c'hlub ez eus tri erminig, ha c'hoarierien an H zo erminigoù war o roched ivez. Ur gwenn-ha-du zo staget ouzh ur voger eus an Trocardière, ar sal e-lec'h ma c'hoari ar skipailh, e Reudied.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]