Mont d’an endalc’had

Homo erectus

Eus Wikipedia
(Adkaset eus H. erectus)
Homo erectus

Klopenn ur sinantrop, unan eus is-spesadoù an Homo erectus


Aet da get

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Primates
Kerentiad : Hominidae
Iskerentiad : Homininae
Genad : Homo
Anv skiantel
Homo erectus
Dubois, 1894
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.
Karrekaennoù dizoloet gant Eugène Dubois (Pithecanthropus erectus).

Homo erectus a oa ur spesad eus ar genad Homo hag en doa bevet e kreiz Azia hag en Azia ar reter en Henoadvezh koshañ ar maen, etre war-dro 1 milion a vloavezhioù ha 300 000 bloaz kent hon amzer.
War-dro 400 000 bloaz eo roudoù koshañ oaledoù oc’h emplegañ mestroni implij an tan : war gont an Homo erectus e vezont lakaet.

Kement ha “den en e sav, sonn” e talv ger-ha-ger an anv Homo erectus e latin : donet a ra a ziskrivadenn ar Pithecanthropus erectus gant Eugène Dubois e 1894. D’ar mare-se e oa koshañ hendad daoudroadek Homo sapiens anavezet (n’eo ket gwir ken hiriv-an-deiz).

Bout zo meur a is-spesad rannvedel, ar pitekantrop hag ar sinantrop en o mesk.

Is-spesadoù dasparzh war an Douar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peurvuiañ e reer Homo erectus ag ar pitekantrop pe den Java, hag ag ar sinantrop pe den Beijing. Abaoe ar bloavezhioù 1980 e soñj an darn vrasañ ag an henzenoniourion e vefe mat bevennañ takad dasparzh douaroniel Homo erectus en Azia ma voe bet lakaet ar relegoù skouer er gouloù.

Evit gwir e voe dizoloet karrekaenn (fosil) gentañ un Homo erectus war lec’hienn henoniel Trinil (enezenn Java, Indonezia) e 1891 gant Eugène Dubois. Setu ma vez graet Homo ergaster eus ar c’harrekaennoù a-oad gantañ bet diskoachet en Afrika, ha Homo heidelbergensis eus re Europa ( a vije hendadoù douetus tud Neandertal).

E 2004 ez eas pelloc’h ar gaoz war dilec’hiadurioù Homo erectus, gant dizoloadenn relegoù tud mentet bihan-tre, ha lesanvet neuze “Hobbited” anezhe. Gouez da zizoloerion Homo floresiensis (anv gwir an “Hobbit”) e vefe hemañ un diskennad da Homo erectus ; erruet e vije war an enezenn 70 000 bloaz zo a-c’hwael, hag enni e vije c’hoazh 18 000 bloaz zo. Ur spesad korr e vefe deuet da vout abalamour d’ar digenvezded (evel ma c’hoarvez alies war an inizi). Ne sav ket razh an henzenoniourion a-du gant ar vartezeadenn-mañ, hogen an holl a zegemer da wir ar fed e vije bet Homo erectus duac’h da verdeiñ war-du an enezenn indonezat-se.

Dezverkoù-korf

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Karvanek mat, ha rakkarvenek mat zoken, e oa Homo erectus. Bout a oa dezhañ eskern tev, un tal izel, un askorn kilpenn, ur baleg us-pod. Ne oa dezhañ elgezh ebet.

Etre 1,50 ha 1,65 metr sav a oa dezhañ ; pouezañ a rae etre 45 ha 55 kilogramm ; hag etre 850 ha 1 100 cm3 e oa e varr-klopenn (etre 1 100 ha 1 700 evit Homo sapiens).

Heñvelderioù zo etre ment e gorf ha kenfeurioù e izili gant re Homo sapiens (an dud a-vremañ).

Stuzegezh ha kalvezerezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kutuilherion frouezh ha brouskon, gagnaouaered ha hemolc’herion loened bihan pe vihanoc’h, pe vras a-wezhoù (evel an olifanted), e oa ar bitekantroped (razh an Homo erectus dre astenn). Ar spesad kentañ e voe a vestronias an tan, 400 000 bloaz zo (oaledoù dizoloet e Menez-Dregan (e Breizh) ha Vértesszőlős (Hungaria), hogen dre mard int bet diskoachet en Europa e vefe gwell komz eus Homo heidelbergensis). A-drugarez d’ar vestroni-mañ e c’helljont gober ostilhoù efedusoc’h, poazhañ o boued, tommañ dezhe ha derc’hel al loened-preizh a-bell.

Gwellaet o doa kalvezerezhioù ar benañ hag astennet skalfad an ostilhoù : aozet o doa an daouduegoù ha bouc’haligoù kentañ, heverk ag an Acheulean. An dra-se a ziskouez ur cheñchamant a-fet emzalc’h.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.