Mont d’an endalc’had

Hégésippe Légitimus

Eus Wikipedia
Hégésippe Légitimus e 1911

Hégésippe Légitimus (1868 - 1944) a oa ur politikour sokialour e Gwadloup. Unan eus saverien ar gostezenn sokialour anvet Parti ouvrier de Guadeloupe e voe, hag unan eus saverien ar gazetenn Le Peuple, e 1891. Dilennet e voe da guzulier kanton e Pointe-à-Pitre, ha da gannad e 1896. Dont a reas da vezañ prezidant kuzul-meur an enezenn e 1899, ha maer Pointe-à-Pitre e 1904. Unan eus kentañ kannaded du ar Gambr e voe ha mignon e voe da sokialourien c'hall evel Jules Guesde, Jean Jaurès pe Léon Blum.

Emglev a reas gant pennoù bras labouradegoù Gwadloup avat hag abeg a voe kavet ennañ, gant lod o tisklêriañ en doa treitouret ar vicherourien[1]. Daoust da se e chom en eñvor an dud e Gwadloup evel difennour gwirioù ar re zu hag ar vicherourien.

E-pad an Eil Brezel-bed e rankas chom e Bro-C'hall ha mervel a reas eno d'an 29 a viz Du 1944, en Angles-sur-l'Anglin (Vienne). Adkaset e voe e relegoù da b-Pointe-à-Pitre d'an 2 a viz Ebrel 1947 ha lidet e voe e obidoù war an ton bras eno.

  1. A mes frères noirs, gant Henri Adolphe Lara, 1901

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]