Mont d’an endalc’had

Posom Leadbeater

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Gymnobelideus)
Posom Leadbeater


En arvar (EN)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Diprotodontia
Kerentiad : Petauridae
Genad : Gymnobelideus
Anv skiantel
Gymnobelideus leadbeateri
McCoy, 1867
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Posom Leadbeater (Gymnobelideus leadbeateri) zo ur bronneg godellek a vev e Victoria (gevred Aostralia). Ar spesad nemetañ eo er genad Gymnobelideus.

Bevañ a ra e koadeier, etre 500 ha 1500 metr a-us live ar mor. An niver a bosomed Leadbeater n'hall ket kreskiñ kalz dre m'eo strizh tachenn-vevañ al loen (war-dro 3500 km²). Ouzhpenn-se en deus ezhomm da gaout gwez marv pe kleuz evit neizhiañ.

E-keñver ment ha framm eo heñvel a-walc'h posom Leadbeater ouzh spesadoù all er c'herentiad Petauridae. Gris-gell eo, gant ur roudenn deñval a-hed e gein. Sklaeroc'h eo liv e gof. Evel posomed all Aostralia ez eus ur c'hodell, diaes da verzout, ouzh e gof hag a servij da reiñ bod d'an hini bihan. 135 gramm eo pouez etre posom Leadbeater ha 30 cm e hirder (al lost oc'h ober an hanter anezhañ). Eus holl izili ar c'herentiad Petauridae eo an hini nemetañ hep kroc'henenn etre e bavioù a-raok hag e bavioù a-dreñv.

Berr eo prantad an dougen : 20 devezh d'ar muiañ. Ur c'holen pe zaou a vez ganet bewech ha lakaet kerkent e godell ar vamm ma kavont gwarez ha laezh e-pad tri miz well-wazh. A-hed ar bloaz (estreget miz Genver ha miz C'hwevrer) e c'heller gwelet ganedigezhioù.

Oberiant eo diouzh an noz ha bevañ a-stroll (4-8 hinienn : ur c'houblad hag o re vihan) en un neizh. Er c'hontrol diouzh an urzhaz sokial boutinañ e-touez ar bronneged eo ar barez a ren ar strollad. Tagañ a ra ar parezed all hag he merc'hed dezhi memes. Rak-se e vez kuitaet an neizh gant ur barez yaouank kalz abretoc'h eget gant ur par.

Amprevaned (c'hwiled ha mirc'hi-raden) ha kevnid a vez diskoachet gant posom Leadbeater a-dreñv rusk ar gwez eukaliptuz. En em vagañ a ra ivez diwar ar sap pe danvezennoù produet gant plant hag amprevaned an takad. En nevez-amzer hag en hañv eo pourvezet-mat tiriad ar posom gant boued liesseurt. Er goañv e kav ur spesad mirc'hi-raden a gav goudor a-dreñv rusk Eucalyptus regnans. Ar varregezh-se da gavout proteinoù a-hed an amzer zo kaoz eus ar ganedigezhioù e kazi holl vizioù ar bloaz.

Preizher pennañ posom Leadbeater eo ar c'haouenned.