Gwyn Thomas (barzh)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Gwyn Thomas (2 a viz Gwengolo 193613 a viz Ebrel 2016) a oa ur barzh kembraek hag ur skolveuriad. Barzh Broadel Kembre e oa bet e 2006-2008.

Ganet e voe e Tanygrisiau ha desavet e voe e Blaenau Ffestiniog, e kontelezh Gwynedd. Studioù a reas e skol-veur Kembre, e Bangor, hag en Skolaj Jezus, en Oxford.

E-pad meur a vloaz e voe kelenner e rann ar c'hembraeg e skol-veur Bangor hag e penn ar rann-se e voe ivez.

Embannet en deus 16 dastumad barzhonegoù ha meur a levr skridvarnerezh. Gantañ eo bet troet ar Mabinogi e saozneg ivez. E dorkad barzhonegoù kentañ, Chwerwder yn y Ffynhonnau ("C'hwervder er Feunteunioù"), a zeuas er-maez e 1962, hag an hini diwezhañ, Hen Englynion - Diweddariadauwas, a voe embannet e 2015 gant Barddas. E eñvorennoù en deus kontet e-barzh Bywyd Bach, embannet gant Gwasg Gwynedd e 2006, en dastumad Cyfres y Cewri (Dastumad ar Ramzed).

E 2006 ivez e voe anvet da Varzh Broadel Kembre, gant Llenyddiaeth Cymru-Literature Wales, an aozadur a gas war-raok al lennegezh e Kembre, koulz e kembraeg hag e saozneg.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]