Mont d’an endalc’had

Gwiniegoù traoñienn al Liger

Eus Wikipedia
Gwiniegoù traoñienn al Liger.

Gwiniegoù traoñienn al Liger eo anv ar rannvro vras lec'h ma vez produet gwinoù eus gwiniegoù liesseurt traoñienn al Liger. Gwinoù gwenn sec'h, hanter sec'h, c'hwek, ha betek likorek a zo, gwinoù ruz skañv an aliesañ, gwinoù roz ha gwinoù bervus a zo ivez. Gwiniegi al Liger zo 70 000 hektar enno. Produet e vez 4 milion a hektolitroù.

War ribl al Liger hag he adstêrioù emañ an holl winoù-se, an eil lodenn anezho e Bro-C'hall (rannvroioù Anjev, Touren ha "Centre"), e-barzh Traoñ al Liger hag en argrec'h dezhañ, hag eben e Breizh, e Bro-Naoned.

Ar chenin blanc, ar sauvignon, ar melon de Bourgogne, ar chardonnay, etc. eo ar gouennadoù implijet e traoñienn al Liger evit ar gwinoù gwenn. Ar cabernet franc, ar grolleau, ar gamay, ar pineau d'Aunis, ar pinot noir, ar côt, etc eo ar re gounezet evit ar gwinoù ruz ha roz.

Gwiniegoù Bro-Naoned :

Gwiniegoù Anjev :

  • anjou
  • anjou-gamay
  • anjou villages
  • anjou villages brissac
  • anjou fines bulles
  • anjou-coteaux-de-la-loire
  • bonnezeaux
  • cabernet d'Anjou
  • chaume
  • coteaux-de-l'aubance
  • coteaux-du-layon
  • Quarts-de-chaume
  • gwin roz Anjev
  • savennières
  • gwin Thouarsais
  • coteaux-de-saumur
  • saumur
  • saumur brut
  • saumur-champigny

Gwiniegoù Touren :

Gwiniegoù Centre :

  • Gwiegoù an Orléanais
  • Gwiniegoù Centre-Loire
  • Gwiniegoù an Torosad Kreiz