Gwinieg Saint-Nicolas-de-Bourgueil

Eus Wikipedia
Ar gwiniegoù a-hed al Liger.

Gwinieg Saint-Nicolas-de-Bourgueil zo ur winieg e Touren, e kumun Saint-Nicolas-de-Bourgueil, en Indre-et-Loire, war lez dehou ar stêr Liger. Un AOC eo abaoe 1937. 2100 devezh-arat (1050 ha) zo dindan cabernet franc (anvet breton en tolead) ha cabernet sauvignon, d'ober gwin ruz, war-bouez 2% a win roze. Brudet int da gaout blaz frouezhek.

Ur winieg all eo gwinieg Bourgueil, er reter dezhi.