Gwerc'hezed Verdun
Gwerc'hezed Verdun zo merc'hed a voe dibennet e Verdun war urzh an tamaller foran Fouquier-Tinville (1746-1795) e 1792 abalamour m'o devoa kinniget madigoù da Roue Prusia.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dibenn an XVIIIvet kantved e oa Verdun ur gêr sioul ha pinvidik diwar marc'had an drajez. Laouen e oa an dud o welout diskar ar renad kozh, met ne oant ket troet gant oberoù dispac'hourien Pariz, ha tomm e oant ouzh an Iliz hag ar Renad Kozh.
E 1792 e oa brezel etre Bro-C'hall en un tu, hag Aostria ha Prusia en tu all. E miz Eost e tegouezhas arme Prusia dindan an dug Karl Wilhelm Ferdinand von Braunschweig, hag eñ da lakaat seziz war gêr Verdun. D'ar 5 a viz Gwengolo e tivizas kuzul-kêr emzaskor.
Dont tre a eure an dug e kêr, gant lid. Itronezed a renk uhel Verdun a c'hoantaas kas merc'hed yaouank en arbenn d'ar Brusianed da ginnig bleunioù ha drajez. Un ambrougadeg a voe, kaset gantar varonez de la Lance, hag itronezed oajet etre 40 ha 60 vloaz, hag un toullad merc'hed yaouank ganto.
E miz Here, goude emgann Valmy, a c'hoarvezas d'an 20 a viz Gwengolo 1792, e voe adkemeret kêr gant ar C'hallaoued.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Sauquet, Madame A.. Les Vierges de Verdun. Rouen : Mégard et Cie, 1807[1].
- (fr) Hugo, Victor (1826). Les Vierges de Verdun. In : Odes et Ballades[2].
- (fr) Barbe Meslier de Rocan, Madame (1827). Miraculée de la Terreur'. Éditions Toiles & poèmes, 2021[3].
- (fr) Domanget, Jacquet-Philibert. Notice biographique sur Claire Tabouillot et Barbe Henri, épisode de la terreur. Metz : Rousseau-Pallez, 1869.
- (de) Lungershausen, L. S. Die sieben Mädchen von Verdun. Eine Episode aus der französischen Revolution. Leipzig : Ernst Keil Verlag, 1869[4].
- (fr) Noir, Louis (1882). Les Vierges de Verdun.... New York : Wentworth Press, 2018 (ISBN 978-0-341-14049-8).