Mont d’an endalc’had

Blanca Kastilha

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Gwenn Kastilha)
Blanche de Castille

Blanca Kastilha, pe Blanca de Castilla (hervez hec'h anv kastilhanek), pe Blanche de Castille (hervez hec'h anv gallekaet), ganet d'ar 4 a viz Meurzh 1188 e Palencia, e Kastilha, marvet d'ar 27 a viz Du 1252 e Melun, e Bro-C'hall, a oa merc'h da Alfonso VIII Kastilha ha Leonor Bro-Saoz, hag infantez Kastilha.

Dre he mamm e oa merc'h-vihan da Eleanora Akitania ha Henri II Plantagenêt. Nizez e oa d'ar roue saoz Yann Dizouar eta.

Dimeziñ a reas d'ar roue gall Loeiz VIII, ha rouanez Bro-C'hall e voe da-heul. Mamm e oa d'ar roue gall Loeiz IX, anavezet ivez evel sant Loeiz.

Hervez feur-emglev Le Goulet etre ar rouaned gall ha saoz (Fulup-Aogust ha Yann Dizouar) e oa bet kefrisaet Urraca, c'hoar Blanca, da vab ar roue gall Loeiz. Met ar vamm-gozh Alienor (pe Eleanor), goude graet anaoudegezh gant an div briñsez spagnol, a gavas e teree gwelloc'h Blanca ouzh ar garg. En 1200 eta, en nevezamzer, e tegasas Blanca ganti da Vro-C'hall. D'an 22 a viz Mae e voe sinet ar feuremglev, Yann a roe d'he nizez Issoudun ha Gracay, hag ar re dalc'het gant André de Chauvigny, aotrou Châteauroux, e Berry, a-berzh ar roue saoz. Eureudet e voe ar briñsed e Port-Mort, war lez dehoù ar stêr Seine, e douaroù Yann, dre ma oa lakaet berz war re Fulup.

E 1216, da varv ar roue saoz Yann, e tiskouezas Blanca he gouestoni pa c'houlennas he fried Loeiz kurunenn Bro-Saoz abalamour da wirioù e wreg, nizez Yann. Tad Loeiz, Fulup-Aogust, a nac'has skoazellañ e vab, ha Blanca hepken a roas harp dezhañ. Daou vorlu a voe aozet ganti: unan renet gant Eustace the Monk, hag un armead dindan Robert de Courtenay; met poaniañ a reas en aner.


Abati Maubuisson

Klañv e vanas e Melun e miz Du 1252, ha kaset e voe da Bariz, met ne vevas nemet un toulladig deizioù. Beziet e voe en abati Maubuisson.


Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]