Gwalldaol ar 1añ a viz Genver 2017 en Istanbul

Eus Wikipedia
Ar boest noz Reina e 2012

Gwalldaol ar 1añ a viz Genver 2017 en Istanbul zo ur gwalldaol sevenet er voest-noz Reina e Ortaköy, ur gêriadenn eus distrig Beşiktaş en Istanbul Turkia[1]. Ar gwalldaol a zo bet sevenet d'ar 1añ a viz Genver 2017 da 1eur30 mintin pa oa etre 700 hag 800 a dud o lidañ ar bloaz nevez. Hervez polis Turkia ez eus bet lazhet 39 den[2] d'an nebeutañ ha 70 gloazet[3].

Un argadour a zo deuet-tre er voest-noz armet gant un AK-47 goude bezañ bet tennet war un ofiser polis a oa o tiwall an nor degemer ha bezañ bet lazhet anezhañ. Ur wech deuet-tre en deus tennet war an dud a oa eno.

Tud o deus lammet er Bosfor evit tec'hout kuit rak ar sponter.

Gouarnour Istanbul Vasip Sahin en deus embannet e oa ur gwalldaol.

En desped d'ar 17000 ofiser polis ledet dre ar gêr n'eus ket bet tu da dalañ ouzh ar gwalldaol.

Ar Stad Islamek en doa embannet e oa un torfed sevenet gant ur soudard eus ar C'halifat ar pezh a zo bet kadarnaet gant Stad Turkia.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]