Mont d’an endalc’had

Guy Ropartz

Eus Wikipedia
Gi Roparzh
Anv Joseph-Guy-Marie Ropartz
Ganet 15 a viz Mezheven 1864
Gwengamp (Banniel Breizh (1314-1927) Breizh)
Marvet 22 a viz Du 1955
Sant-Loup ( Breizh)
Micher(ioù) Sonaozour
Doare(où) Sonerezh klasel

Gi Roparzh e brezhoneg, Guy Ropartz e galleg, Joseph-Guy-Marie Ropartz en ti-kêr, ganet d'ar 15 a viz Mezheven 1864 e Gwengamp ha marvet d'an 22 a viz Du 1955 e Sant-Loup, a zo ur sonaozour klasel breizhat.

Mab e oa da Sigismond Jean Pélage Ropartz, alvokad e Gwengamp, ha da Élise Marie Danion. Studiet en deus ar gwir da gentañ e Roazhon. Goude se en deus studiet ar sonerezh e skol-sonerezh broadel Paris e klas Théodore Dubois ha da-c'houde gant Jules Massenet. Goude ez eas gant klas César Franck da zeskiñ seniñ orglez.

Rener skol-sonerezh broadel Nancy en deus bet eus 1894 betek 1919 e-lec'h e krouas klasoù arvoud e 1894, trompilh e 1895, telenn hag orglez e 1897 hag trombon e 1900. An hini eo a grouas amzervezhioù kengerzoù sinfoniek gant Laz-seniñ skol-sonerezh Nancy. Ezel Kevredigezh Broadel Breizh e oa ivez.

Goude marv e vignon Albéric Magnard e 1914 hag koll e skrid-muzik e-pad un tan-gwall, adskrivet en deus Ropartz dre-eñvor klaviazadur e Opera Guercœur.

Guy Ropartz tresadenn fent gant Jac Pohier

Rener skol-sonerezh Strasbourg eus 1919 betek 1929 en deus bet ivez. Levezonus e voe ouzh e studierien evel Charles Munch da skouer. Dilennet e voe ezel Skol-uhel an Arzoù-kaer.

En e leve a ya e 1929 ha mont a ra kuit d'e maner e Sant-Loup.

Guy Ropartz (azezet) gant Albéric Magnard ha Eugène Ysaÿe e 1911


Sonaozet en deus Ropartz ur c'hantad pezh-sonerezh en holl e-pad e vuhez.

Sonerezh sinfoniek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pemp simfonienn en deus sonaozet etre 1894 da 1945. E simfonienn kentañ a gemer e awen digant ur c'hantik eus Breizh. Pezhioù sonerezh-klav all:

  • La Cloche des morts (Kloc'h an anaon) (1887)
  • Lamento evit oboell hag klaviaz (1887)
  • Les Landes (Al lanneier) (1888)
  • Marche de fête (Bale-gouel) (1888)
  • Cinq pièces brèves (Pemp pezh berr) (1889)
  • Carnaval (Karnaval) (1889)
  • Dimanche breton (Sul Breizh), heulienn e 4 lodenn (1893)
  • Fantaisie (Faltazienn) e re muiañ (1897)
  • A Marie endormie (Da Vari e-kouskedik)(1911-12)
  • La Chasse du prince Arthur (Chase priñs Arzhur) (1911-12)
  • Sons de cloches (Son ar c'hleier) (1913)
  • Soir sur les chaumes (Nozvezh war ar plouz) (1913)
  • Rhapsodie (Rapsodienn) evit gaolviolin ha klaviaz (1928)
  • Sérénade champêtre (Selinadenn ar maezioù) (1932)
  • Bourrées bourbonnaises (Boureenn Bourbonez) (1939)
  • Petite symphonie (Siñfonienn vihan)) e mi bouc'h muiañ (1943)
  • Pastorales (Bugulganioù) (1950)
  • Ar Vro (Le Pays) (1912)

Sonerezh-kambr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • C'hwec'h pevarad (1893 à 1949)
  • Div sonatenn evit gaolviolin ha piano (1904/1918-19)
  • Teir sonatenn evit violoñs ha piano (1907/1917/1927)
  • Fantaisie (Faltazienn) berr war anv Magnard evit pevarad-kerdin
  • Triad e la leiañ evit biolin, gaolviolin ha piano (1918)
  • Daou pezh evit pempad (1924)
  • Triad e la leiañ evit biolin, arvoud ha gaolviolin (1934-35)
  • Prélude, Marine et Chanson (Rakkerz, Merdeerezh ha kan) evit fleüt, biolin, arvoud, gaolviolin ha telenn (1928)

Sonerezh relijiel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kyrie solennel (Kyrie lidus) evit 4 vouezh solo, kor hag orglez (1886)
  • Offertoire pascal (Ofertouer Pask), evit orglez e-unan (1889)
  • Psaume 136 "Super flumina Babylonis", evit kor ha klaviaz (1897)
  • Pemp moted evit 4 vouezhioù kemmesk a cappella (1900)
  • Oferenn berr en eñvor Santez-Anna, evit dre vouezhioù kendere hag orglez (1921)
  • Oferenn en eñvor Santez-Odil, evit kor dre vouezhioù kemmesk hag orglez (1923)
  • Oferenn "Te Deum Laudamus", evit 3 vouezh kemmesk hag orglez (1925-26)
  • Requiem, evit solo, kor ha klaviaz (1937-38)
  • Salve Regina evit kor kemmesk hag orglez (1941)
  • Psaume 129 "De profondis", evit solo, kor ha klaviaz (1942)

Sonerezh-mouezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Evit klaviaz ha kan
  • Prière (Pedenn)
  • La Fleur d'Or (Bleunienn aour)
  • Sous Bois
Evit kan ha piano
  • Amour d'Hiver (Karantez goañv)
  • Lied
  • Le Petit Enfant (Ar bugel bihan)
  • Sous Bois
  • Rondel pour Jeanne (Tro evit Yannez)
  • Rondel de Miséricorde (Tro mizerikord)
  • Rondeau pour un Délaissé de s'Amye (Rondo evit un den dilezet eus s'Amye)
Evit kor
  • Les Fileuses de Bretagne (Nezourien Vreizh'), evit kor mouezhioù maouezed
  • Kyrie

Sonerezh piano

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ouverture, variations et final (Digorenn, argemmoù ha diwezhenn) (1904)
  • Choral varié (Koral liesseurt) (1904)
  • Nozkan niv. 1 (1911)
  • Dans l'ombre de la montagne (Gant skeud ar menez) (1913)
  • Nozkan niv. 2 (1916)
  • Nozkan niv. 3 (1916)
  • Scherzo (1916)
  • Musiques au jardin (Sonerezh al liorzh) (1916-17)
  • Croquis d'été (Brastresañ an hañv) (1918)
  • Croquis d’automne (Brastresañ an diskar-amzer) (1929)
  • Jeunes filles (Merc'hed yaouank) (1929)
  • En eñvor Paul Dukas (1936)

Ur barzhoneger a-feson e voe Ropartz ivez. Levezonet e voe gant skol ar Symbolisme. Embann a reas gant Louis Tiercelin Le Parnasse breton contemporain (Parnas Breizh a-vremañ), un dastumad barzhonegoù eus Breizh. Skrivañ a reas ivez er gazetenn L'Hermine.

  • Adagiettos (1888)
  • Modes mineurs (Moz leiañ) (1890)
  • Les Muances (1892)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]