Mont d’an endalc’had

Gustav III

Eus Wikipedia
Gustav III, roue Sveden
Gustav III poltredet gant Lorens Pasch ar Yaouankañ

Gustav III (Stockholm, 1746- 1792) a oa roue Sveden , ha priñs Finland adalek 1771 betek e varv. Mab henañ ar roue Adolf Fredrik e oa. E vammm Lovisa Ulrika, a oa c'hoar da Frederig II, roue Prusia. Brudet eo evel gwarezer an arzoù, hag adsaver an hollveliegezh. Ur roue gallgar ha lenner oberennoù ar brederourien c'hall, met enebet-krenn e oa ouzh an Dispac'h gall.

Skoliet e voe gant daou gelenner, Carl Gustaf Tessin ha Carl Fredrik Scheffer, daou bolitiker a dalvoudegezh en amzer-se, dibabet evitañ gant ar Riksdag; kement-se ne blije ket d'e dud a zeske dezhañ ober fae warne. Kenteliet e voe ivez gant ar barzh hag istorour Olof von Dalin.
Donezonet e oa, plijus e zoare,

Marteze ne voe ket skoliet gwall vat, met lenn a rae kalz, ha dreist-holl e galleg. Troet kenañ e oa gant mennozhioù nevez ar bederourien c'hall, hag enebet e oa ouzh dreistwirioù an noblañs a oa bet kadarnaet, hervezañ gant daskemmoù e mont en-dro ar Breujoù

D'an 1 a viz Here 1766 , e Palez Christiansborg, e Copenhagen, e voe dimezet, dre hanterouriezh, da Sophia Magdalena, merc'h da Frederik V, roue Danmark, hag adarre da vat e Stockholm, miz goude, d'ar 4 a viz Du 1766. Gwall zimeziñ e oa, dre zaou abeg: ne glote ket o zemz-spered, met gwashaet e voe an traoù gant ranellerezh mamm ar roue, Lovisa Ulrika.

Daou vugel a voe:

Evit kas e briedelezh da benn-vat e c'houlennas ar roue skoazell digant ar c'hont Adolf Fredrik Munck, abalamour, a voe kontet, da zireizhderioù korfadurezh a oa gant an daou bried. Gouzañv a reas mamm Gustav, ar rouanez Lovisa Ulrika, diwar ar brudoù ne oa ket he mab a oa tad e vab henañ, an hini a oa da vezañ roue. Kaoz a voe e oa troet Gustav gant ar baotred[1] ha mont a rae an teodoù en-dro diwar-benn e vignoniezh ouzh daou zen eus al lez, ar c'hont Axel von Fersen hag ar baron Gustav Armfelt. Sed a lenner e deizlevr e c'hoar-gaer, ar briñsez Hedvig Elisabet Charlotta av Holstein-Gottorp ( a renas diwezhatoc'h). Ar c'helenner Erik Lönnroth eus Akademiezh Sveden avat en deus embannet ne oa ket a fedoù da brouiñ e oa heñvelrevad ar roue Gustav III[2].

Roue e voe war-lerc'h e dad, Adolf Fredrik en 1771 . Er bloaz goude, e miz Eost 1772, e reas un taol-stad pa oa ar vro er brasañ dizurzh. Gant skoazell an arme hag ar bobl e harzas izili ar riksdag, hag ar rad, a zalc'he ar galloud abaoe embannet bonreizh 1719. Ren a reas evel despot sklerijennet, adaozañ a reas ar justis hag an teñzor, lakaat berz war ar bourevierezh, kas war-raok ar skoliata, gwellaat stad ar gouerien, adlodennañ an douaroù, hag aozañ frankiz ar c'henwerzh war ar greun.

Diwall a reas an arzourien ha skrivagnerien ha diazezañ meur a akademiezh, hag Akademiezh Sveden da gentañ-penn, ur gwiskamant broadel ha lakaat a reas sevel C'hoarigandi Sveden. E 1772 e tiazezas Urzh Vasa da vrudañ ha loreañ ar Svediz o doa kaset o bro war-raok el labour-douar, er mengleuziañ pe er c'henwerzh.

Trevadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Klask a reas kreñvaat an darempredoù gant Bro-C'hall ha reiñ trevadennoù da Sveden. En 1784 e voe roet enez Saint-Barthélemy gant Bro-C'hall d'ar roue Gustav III evit priz ar gwir da verniañ marc'hadourezh e porzh Göteborg. Porzh frank e oa en 1785. En enor d'ar roue e voe kemmet anv Le Carénage, bourk brasañ an enezenn, hag anvet Gustavia war-dro 1787.

Gustav a glaskas difenn harzoù ar reter ha kas anezho pelloc'h zoken. Abalamour da se e reas brezel da Rusia met ne deuas ket e daol da vat. En 1789 e voe kreñvaet an hollveli gantañ evit stourm ouzh an noblañsed gant an Akta a Unvaniezh ha Surentez, a veze roet gantañ da holl Svediz ar parded en o gwirioù, hag aotre da vont e servij ar stad.
Torret e voe an darempredoù mat en devoa gant Bro-C'hall da vare an Dispac'h gall.

D'ar 16 a viz Meurzh 1792 e voe un irienn gant an noblañsed enep dezhañ ha lazhet e voe en Ankarström. Embann a raent stourm a-enep un tirant met splann eo hiziv o devoa abegoù personel ouzhpenn.

E vab Gustav IV Adolf a voe anvet da roue.

Gustav III (en tu kleiz) hag e vreudeur, ar briñsed Fredrik Adolf ha Karl, diwezhatoch roue Karl XIII. Poltred gant Alexander Roslin.

Betrezel etre Rusia ha Sveden (1788–1790)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Saint-Barthélemy ha Gustavia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En amzer Gustav III, e 1785, e tegouezhas enez Saint-Barthélemy, er Mor Karib gant Sveden, roet gant ar C'hallaoued evit kaout gwir da varc'hata e Gothenburg. Kêrbenn an enezenn a voe anvet Gustavia en enor da Gustav III. Aswerzhet e voe da Vro-C'hall e 1878, met chomet ezeus un toullad anvioù svedek

Trevadenniñ Aostralia 1786-1787

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gustav III

Dimeziñ ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou vab en doe:

Kontet e voe e oa bet graet e vab kentañ gant e vignon Adolf Fredrik Munck.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Who's who in gay and lesbian history : from antiquity to World War II. Robert Aldrich Garry Wotherspoon, p.194
  2. Lönnroth, Erik (1986). Den stora rollen. 61 p. ISBN 91-1-863652-7.