Mont d’an endalc’had

Kargloud

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Gulo)
Kargloud


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Mustelidae
Genad : Gulo
Anv skiantel
Gulo gulo
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar c'hargloud[1] (Gulo gulo) zo ur bronneg bras eus kerentiad ar Mustelidae. Ar spesad nemetañ eo eus ar genad Gulo.

Tri isspesad zo:

Doareoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'hargloud a zo un aneval gell e vlevenn. Roudennoù melen a vez alies war e gostezioù. Stank ha hir eo e greoñ ha ne vir ket an dour, ar pezh a zo talvoudus en endroioù yen evel ar re ma kaver ar c'harglouded enno. Gallout a ra ar c'hargloud tizhout 25 kg ha 110 cm gant ul lost 20 cm. Tennañ a ra d'un arzh bihan gant ul lost hir. C'hwezh fall-tre a vez gantañ.

Un hollzebrer kentoc'h eget ur c'higdebrer gwir eo ar c'hargloud. Kreñv-tre eo ha gallout a ra lazhañ anevaled ken bras hag un elan. Kirvi-erc'h a vez hemolc'het gantañ, ar pezh a grou kudennoù er rannvroioù el lec'h m'o deus ar c'hirvi-erc'h ur pouez armerzhel bras. Ar c'hargloud ne dag ket an dud met, dre ma c'hoarvez gantañ tagañ loened tapet e trapoù, e voe lazhet alies gant traperien gwechall. Kemer a reont ivez preizhioù digant preizherien arall evel an arzhed pe ar bleizi.

Parañ a ra ar c'harglouded e-pad an hañv met ampellaet e vez stagadur ar fetus betek ar goañv. An aliesañ ne vez ket ganet kolen ebet gant ar barez keit ha ma vez ral ar boued. Ar c'helin - tri pe pevar - a vez ganet e-pad an nevezamzer hag o oad-gour a dizhont goude ur bloavezh.

13 vloaz a c'hell bevañ ar c'hargloud.

Er rannvroioù arktek evel Alaska, hanternoz Kanada, Siberia ha Skandinavia e vev ar c'harglouded dreist-holl. O c'havout a reer ivez e Rusia hag er broioù balt. Boutinoc'h e oa gwechall, avat. A-raok trevadennerezh Amerika gant an Europeaned e kaved anezhañ betek ar Sierra Nevada e Kalifornia. Dianav eo poblañs a-vremañ ar c'harglouded met n'int ket niverus war a seblant.

Tiriad ar c'hargloud


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Anvioù bronneged Europa, Ofis ar Brezhoneg, 2003, p. 55