Mont d’an endalc’had

Guido III Spoleto

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Guido II Spoleto)

Guido II Spoleto (?-894), pe Guido Lombardia, mab da Guido Iañ Spoleto, dug Camerino en 876, dug Spoleto en 882, a voe dilennet da Roue Italia e miz C'hwevrer 889, hag Impalaer ar C'hornôg (891-894). Gantañ e voe faezhet e gevezer Berengar Iañ Italia e 889.

Eil mab Guido Iañ Spoleto e oa. E vamm a oa Itta (pe « Ita » pe « Itana »), merc'h da Sicon, dug Benevento. Dug e voe anvet e 882, war-lerc'h e niz Guido II a oa mab d'e vreur henañ Lambert Iañ Spoleto.

En 882 e voe lamet e zouaroù digantañ gant Karl III impalaer ar C'hornôg, dre m'en doa e drubardet. Met bloaz goude ec'h adkave anezho hag e teuae da vout markiz Camerino. En 885 e kannas ar Sarazined en emgann ar Garigliano.

Pa varvas an impalaer en 888 e klaskas bezañ anvet da roue ar Franked, met Odo Pariz an hini a voe dilennet. Goude-se e kevezas gant Berengar, kont Frioul, da vout roue Italia. Trec'h e voe warnañ war lez an Trebbia, un adstêr d'ar Po. Kurunennet e voe e Pavia d'an 12 a viz C'hwevrer 889.

D'an 21 a viz C'hwevrer 891 e voe kurunennet Impalaer ar C'hornôg gant ar pab Stefan V. Bloaz goude, d'an 30 a viz Ebrel 892 e redias ar pab Formosus da gurunenniñ e vab Lambert evit e gemer en e c'houarnamant evel dug, roue, hag impalaer. Goude-se e enebo ar pab outo hage klasko harp gant Arnulf Karintia. En 894 e tegouezhas Arnulf e Pavia ma lakaas Berengar Frioul da roue Italia, dindan e aotrouniezh, hag eñ war e giz da Alamagn. Mervel a reas Guido d'an 12 a viz Kerzu 894 ha beziet e voe en iliz-veur Parma, hag e vab Lambert a gemeras ar rouantelezh war e lerc'h.

Dimeziñ ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet e oa da Ageltrude, merc'h da Adalgis Iañ Benevento, ha bugale o doa bet :


  1. Lod eus an istorourien a lavar e oa kentoc'h :


En e raok:
Karl III
Impalaer ar C'hornôg

891894
War e lerc'h:
Arnulf Karintia