Mont d’an endalc’had

Grands jours d'Auvergne

Eus Wikipedia
Grands jours d'Auvergne d'ar 26 a viz Gwengolo 1665

Devezhioù meur Auvergne (galleg: Grands jours d’Auvergne) a reer eus un heuliad prosezioù dreistordinal anvet Grands Jours, er XVIIvet kantved en Arvern.

Barnet e oa bet evit ar wech diwezhañ aferioù justis a oa bet barnet en un doare iskis pe amreoliek war blas. Un nebeud klemmerien ne oa ket bet selaouet ha barnet o afer. Ur c'homiser roueel harpet gant reizhaouerien a-vicher (kuzulierien Gwir, sekretourien..) an holl anezho estren da vro Arvern a oa bet karget da zegas urzh ha peoc'h er vro.

Devezhioù meur Auvergne a oa bet anezho e Clermont ha Lo Puèi de Velai etre an 28 a viz Gwengolo 1665 hag an 30 a viz Genver 1666. Drougimplijoù a oa bet gant ul lodenn eus an noblañs eus ar broviñs. Ar gefridi a rae kaoz eus « tennañ ar pobloù eus flastradenn ar re c'halloudus ("tirer les peuples de l'oppression des puissants") » hervez gerioù ar prokulor-meur Denis Talon (1628-1698).

Kaoz a veze kement eus hoberelloù laer ha feuls, a oa chomet digablus, pe eus ar varnerien breinet pe aonik a oa chomet hep kondaoniñ ar re gablus padal an dud izel a veze kondaonet en un doare kalz re greñv.

En holl pa voe sevenet an devezhioù-meur e oa bet douget 12 000 klemm.

E-doug pevar miz, war un hollad 1 360 afer barnet, e voe 692 kondaonadur disklêriet, 87 anezho war tud eus an noblañs. War an 347 kondaonadur d'ar marv embannet, 23 nemetken a voe sevenet. Darn anezho a oa bet sevenet dre boltred (in effigie).