Mont d’an endalc’had

In effigie

Eus Wikipedia
Krougadenn an dreitourien in effigie
Jean-Pierre Norblin de La Gourdaine, 1794
Charles de Gaulle hag Ho Chi Minh krouget in effigie e Saigon, Gouhere 1964

Ul lazhadenn in effigie (latin : "dre boltred") a oa un doare da lazhañ un den kondaonet d'ar marv dre implijout ur skeudenn pe un arouez anezhañ pa ne c'halled ket e lakaat d'ar marv e gwirionez. Ur manikin, un daolenn a veze krouget pe zevet dre ma oa skampet kuit ar c'hondaonad ha ne veze ket adkavet. Un implij arouezel e oa eus kastiz ar marv, pa lakaed an arouez da gablus.

Adalek fin ar Grennamzer e veze implijet al lazhadenn in effigie en degouezhioù ma ne oa korf ebet da jahinañ. An den a zalc'hed da glask c'hoazh, pe a oa aet da gavout repu en ur vro ha n'en doa ket sinet emglevioù evit rentañ an den d'ar vro ma oa bet sevenet an torfed. Gwechoù all e oa rak an den a oa marvet a-raok bezañ kondaonet pe lakaet d'ar marv. Devet, krouget, dibennet e veze ur poltred peurliesañ.