Mont d’an endalc’had

Graeme Le Saux

Eus Wikipedia
Graeme le Saux, 2018.

Graeme Pierre Le Saux zo ur c'hoarier mell-droad bet ganet d'ar 17 a viz Here 1968 e Saint Hélyi, e Jerzenez. Etre 1987 ha 2022 e c'hoarias 403 match evel difenner kleiz er Premier League, ar c'hampionad a vicher uhelañ e Bro-Saoz, gant skipailhoù Chelsea, Blackburn ha Southampton. Hep mar na marteze eo bet ar melldroader barrekañ a Jerzenez, an hini dibabet ar muiañ e skipailh Bro-Saoz (36 gwech), hag an hini puilhañ e loreadeg (ar Premier League e 1995, Kib Europa Trec'hourien ar C'hiboù e 1998, Supergib Europa e 1998, Kib Bro-Saoz e 2000). Gant ar skipailh saoz ne c'hallas ket c'hoari Kampionad Europa nag e 1996 nag e 2000, abalamour ma oa bet gloazet a-raok bep taol ; hogen e 1998 e c'hoarias pevar c'hrogad e-pad Kib ar bed, betek an eizhvedenn gourfennoù.

E familh a-berzh tad a oa breton hec'h orin, eus Plouared, Plougonveur ha Pempoull. Un tiegezh goved e oa, a rumm da rumm. Unan anezho, François Marie Le Saux, a yeas da labourat war e vicher da Jerzenez, e fin an XIXvet kantved, asambles gant e wreg Elisa Marie Le Brun. Tud un tad-kuñv da Graeme Le Saux int. Rak se en dije gallet c'hoari evit skipailh Bro-C'hall ivez. Pe hini Breizh.