Mont d’an endalc’had

Goundi Norzhafrika

Eus Wikipedia
Goundi Norzhafrika


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Rodentia
Kerentiad : Ctenodactylidae
Genad : Ctenodactylus
Anv skiantel
Ctenodactylus gundi
Rothmann, 1776
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Goundi Norzhafrika (Ctenodactylus gundi) a zo ur bronneg krigner hag a vev en dezerzh e Maroko, Aljeria, Tunizia ha Libia.

Doareoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-dro 15-20 cm eo e hirder, gant ul lost munut 2 cm. 200 g eo e bouez.

Tennañ a ra d'ar razh-Indez. Berr eo e bavioù, plat e zivskouarn, bras e zaoulagad ha hir e vourroù.

An aliesañ e vez ganet daou golen blevek goude un dougen 40 deiz. Nebeut amzer goude o ganedigezh e vez dizonet ar re vihan, moarvat dre ma'z eus nebeut a laezh gant ar vamm en un endro ken sec'h.

Bevañ a ra ar goundied e tropadoù, an niver a hiniennoù enno o cheñch hervez ar c'hementad boued en endro.

Ober a reont o annez e goudor roc'helloù a vir tommder an deiz e-pad an noz hag a chom fresk diouzh an deiz. Diouzh ar goañv en em lak ar goundied bern-war-vern.

Tommheoliañ a reont diouzh ar beure a-raok mont d'en em vagañ. War-lerc'h e souchont war ar reier tomm betek ma tizh an temperadur tro-dro 30° C ha mont neuze e goudor ar roc'helloù ma chomont betek fin an endervezh.

En em vagañ a reont diwar plant, korzennoù, delioù, bleunioù ha greun. Dre m'eo skars ar boued en dezerzh eo ret dezho foetañ bro evit debriñ o gwalc'h.

Ar goundied n'evont ket. Bastet e vez d'o ezhommoù dour gant ar plant a zebront.