Goulag
Neuz
Goulag
Stad | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
---|---|
Aozadur mamm | Joint State Political Directorate, NKVD, Ministry of Internal Affairs of the Soviet Union |
Isaozadur | Uhtizhemlag |
Item operated | gulag camp |
Ar Goulag (eus an droienn rusek Главное управление лагерей, Glavnoye oupravlyeniye lagyeryey, « Pennrenerezh ar c'hampoù-labour ») e oa an aozadur karget da verañ kampoù-labour dre heg an Unaniezh Soviedel.
Ar Goulag el lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skrivagnerien rusian en deus lakaet ar bed da zizoleiñ sistem ar Goulag dre o skridoù. Ar romant Un devezh eus Ivan Denisovitch gant Aleksandr Soljenitsyn eo an oberenn gentañ hag a ra trouz bras, ha roet eo Priz Nobel al lennegezh d'e aozer e 1970. Daoust d'ar gontrollerezh e laka da embann Enezeg ar Goulag e Pariz e 1973, un arnodskrid hag a ra berzh bras er bed a-bezh.
Danevelloù Kolima zo un oberenn vrudet all diwar-benn ar vuhez en ur c'hamp eus ar Goulag, skrivet gant Varlam Chalamov.