Golden Division
Ar 1añ brigadenn eus an nerzhioù ispisial irakian lesanvet Golden Brigade ha bremañ Golden Division[1] (saozneg:1st Special Operations Brigade) lesanvet a-wechoù "Dirty Divsion" evit an dud a gav abeg dezhañ a zo diazezet e Baghdad. Rannet eo e 3 batailhon an hini 1añ, an eil hag ar 5vet. Ouzhpenn da-se e kaver ur batailhon harp hag ur batailhon gourdoniñ nerzhioù ispisial Irak.
Ar c'hentañ batailhon a oa ar 36vet batailhon komando irakian adanvet.
An urzhioù a vez resevet gant ar c'hentañ maodiern irakian ha n'eo ket evel peurrest an nerzhioù lu gant ministrerezh difenn Irak.
Izili
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Aboae freuz an nerzhioù lu irakian dre bountadur ar Stad Islamek e oa bet lakaet strivoù ar c'huzulierien amerikan war ar Golden Division evit dont a-benn da adsevel nerzhioù leal d'ar gouarnamant irakian, arbennikaet ha pell diouzh breinadurezh peurrest al lu.
O welet an tagadennoù war ar Golden Division gwelet evel ostilh marvus ar c'hentañ maodiern irakian Nouri al-Maliki e oa bet lakaet pouezh war doujañ ouzh gwirioù Mab-den.
Tuta
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Nebeut-tre a verc'hed a zo ezel d'ar Golden Division.
Gourdoniñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gourdoniñ ar Golden Division a vez graet gant soudarded Amerikan dreist-holl soudarded an nerzhioù ispisial.
Dafariñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Aes eo anavezout izili ar Golden Division war an dachenn emgann dre o unwisk soudard du. Evel an holl soudarded eus an nerzhioù ispisial dre ar bed e vez kuzhet o fas gant kagoulennoù pe gant ur voualenn a-wechoù gant ur penn-eskern treset warnañ. Implij a reont karbedoù Humvee hobregonet.
Gwisket ha dafaret int dres evel ma z'eo nerzhioù lu ispisial SUA.
Emgann Falloujah (2016)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit emgann Falloujah strolladoù komando ar Golden Division a voe an nerzhioù lu kentañ irakian o vont etrezek kêr goude ur sujidigezh a daou vloaz hanter d'ar Stad Islamek.
Emgann Mosoul
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur wech c'hoazh ar Golden Division a zo bet choazet evit bezañ ar c'hentañ nerzh eus al lu irakian[2] o vont etrezek kêr vMosoul dindan beli ar Stad Islamek[3].
Implij propaganda
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e vez ar Golden Division kement gant an Amerikaned ha gant gouarnamant Irak evel ostilh propaganda da ziskouez eo adsavet a-nevez nerzhioù lu Irak hag int nerzhioù lu arbennik.
Tabutoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lesanvet e vez "Dirty Divsion", gant tud hag a rebech dezho ober war-dro an toulloù-bac'h kuzh en Irak ha bezañ implijet evit lazhadegoù e-maez justis eus enebourien ar gouarnamant irakian. A-raok ar stourm a-enep ar Stad Islamek, ar Golden Division a oa gwelet evel ostilh ar c'hentañ maodiern irakian Nouri al-Maliki evit lazehadegañ pe herzel e enebourien bolitikel. Goulennoù a veze savet gant tud a lezenn eus Irak evit ma vefe roet lamm d'an divizion pe ma vefe kendeuzet gant nerzhioù all al lu irakian.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Poltredoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Filmoùigoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Filmig gant Vice News "War hent Falloujah : Asambles gant ar Golden Division eus nerzhioù ispisial Irak"
- (en) "A Sniper In Iraq's Golden Division Remembers His Fallen Comrade"
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Lec'hienn www.brookings.edu gant David Witty "The Iraqi Counter Terrorism Service is ready"
- ↑ (fr) 28/10/2016 Lec'hienn rfi.fr gant Sabah Arar " Bataille de Mossoul: la mission à hauts risques de la Golden Division"
- ↑ (en) 20/10/2016 Lec'hienn http://news.sky.com/ gant Stuart Ramsay " US-trained Iraqi special forces strengthen battle for Mosul"