Glossop (Derbyshire)
Sauter à la navigation
Sauter à la recherche
Ur pennad Glossop zo ivez.

Glossop zo ur gêr eus Derbyshire, er Peak District, e Bro-Saoz, nepell diouzh Manchester.
Taolenn
An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardotalia, an anv latin kozh, a deufe eus un anv keltiek hag a vije bet roet d'ur c'hreñvlec'h roman (deuet marteze war-lerc'h ur c'hreñvlec'h keltiek).
E Ravenna 10658 e lenner ZERDOTALIA. Hervez Rivet & Smith e vefe un anv fazius, skrivet fall, ZERDOTALIA, ar ZER deut eus lost un anv bennak staget ouzh ARDOTALIA[1].
Gwriziennoù : *ardu- : penn, krec'h (cf Penn-ardd en kembraeg) + tal (talbenn) = kreñvlec'h war an uhel
Glossop
- Glosop 1086 DB
- Glotsop 1219 Fees
- Glossope 1245 Ch
- Gloshop 1290 Ch
> uhelder pe traonienn un den anvet Glott.
Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brudet eo bet an anv dre oberennoù P.G. Wodehouse, ma'z eo anv un tiegezh mondianed.
Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Eilert Ekwall : The Concise Oxford Dictionary of English Place-Names. Clarendon Press. Oxford. 1936 ... 1980
- Ordnance Survey : Map of Roman Britain. Southampton. 1956
- A.D. Mills : Oxford Dictionary of British Place Names. Oxford University Press. 1991 ... 2003
- "Glossop"
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ * A.L.F. Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain. B.T. Batsford Ltd. London. 1979 - 1982 (Ardotalia : pp. 256-257).