Mont d’an endalc’had

Giovanna Cattanei

Eus Wikipedia
Vanozza de’ Cattanei; Ausschnitt des Portraits von Innocenzo Francucci; Galleria Borghese, Roma.

Giovanna dei Cattanei, anavezet evel Vannozza Cattanei (14421518), a oa serc'h ar c'hardinal Rodrigo Borgia e-pad 15 vloaz, hag eñ anvet da bab evel Alesant VI.

Diwar-benn he ziegezh hag he bugaleaj n'ouzer tost mann ebet. Ganet e oa e Mantova en 1442. Goude ez eas da Roma ma talc'has ostaleri. Da gentañ hini del Leone pe hini dell'Angelo, er Borgo.
Met an hini vrudetañ e oa al Locanda della Vacca, e-kichenik Campo de' Fiori, ma teue tud a renk uhel da gemer o flijadur gant gisti evel Vannozza.

Palez Borgia e San Pietro in Vincoli.

Meur a serc'heg he doe, ha meur a gardinal en o zouez, evel Giuliano della Rovere, a voe pab (Jul II), ha dreist-holl, adalek 1470, Rodrigo Borgia a vo tad he bugale hag ar pab Alesant VI.

Daoust ma oa serc'h ofisiel ur c'hardinal galloudus e oa dereatoc'h dezhi bout dimezet. Evit se e oa ret kavout ur gwaz, hag ar c'hardinal Borgia a glaskas dezhi. E 1474 e reas dezhi dimeziñ da Domenico Gianozzo di Rignano (pe d'Arignano), ha goude, pa voe intañvezet, da Antonio da Brescia. Pa voe intañvezet adarre, an eil gwech en ur ober daou vloaz, e timezas da Giorgio della Croce, hag ur mab he doe gantañ, Ottaviano, ganet e 1482, met tad ha mab a varvas en 1486. Neuze e timezas Vannozza, ar pedervet gwech dezhi, da Carlo Canale, ul lenneg eus Mantova, a reas war-dro he bugale, hag a zeskas gregach ha latin da Lucrezia Borgia, ouzhpenn barzhoniañ ha karout an arzoù.

Pevar bugel o doe Rodrigo Borgia ha Vanozza

Eil serc'h ar c'hardinal

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Koazhañ a reas karantez Rodrigo outi a-raok bout anvet da bab pa en em gavas, war-dro 1488, gant Giulia Farnese, gwreg un Orsini, un tamm mat yaouankoc'h eget Vannozza. Serc'h ofisiel ar c'hardinal e teuas Giulia da vezañ neuze. Neuze en em dennas Vannozza war ar maez, met derc'hel a reas Alesant VI da vagañ karantez outi hag ouzh o bugale.


Maen-bez Vannozza Cattanei (Roma, Porched Iliz San Marco)

Ur vuhez deol hag a bened a renas Vannozza en he bloavezhioù diwezhañ. Mervel a eure e miz Du 1518, da 76 vloaz, ha legadiñ a ray he madoù d'an Iliz: darn anezho a oa madoù-Iliz bet roet dezhi gant ar pab Alesant VI. Ne voe ket doujet d'he youl da vezañ beziet en iliz Santa Maria delle Terme, rak beziet e voe en iliz Santa Maria del Popolo, ma oa bez he mab Giovanni.
Drailhet e voe o bezioù gant lanskeneded e-kerzh arigrap Roma e 1527. Tammoù ar maen-bez a voe dastumet hag ebarzhet e moger porched iliz San Marco (dirak ar C'hapitol) hag eno emañ c'hoazh.

Bloaz Film Filmaozer Aktourez
2006 Los Borgia Antonio Hernández Ángela Molina