Gilles Andriamahazo
Neuz
Gilles Andriamahazo (13 a viz Mae 1919 - 14 a viz Gwengolo 1989) a oa ur soudard hag ur politikour eus Madagaskar, bet prezidant ar vro e 1975.
E penn ar Stad e voe lakaet goude muntr Richard Ratsimandrava e miz C'hwevrer 1975. Un nebeud mizioù goude, e miz Even, e roas e zilez ha leuskel e blas da Didier Ratsiraka.