Gabriel Ramanantsoa

Eus Wikipedia
Ramanantsoa (tu-kleiz) e 1961

Gabriel Ramanantsoa (13 a viz Ebrel 1906 en Antananarivo - 9 a viz Mae 1979 e Pariz) a oa ur soudard hag ur politikour eus Madagaskar, bet eil prezidant ar vro eus 1972 da 1975.

Mont a reas da vinistr kentañ Madagaskar e miz Mae 1972 ha da brezidant d'an 11 a viz Here goude dilez Philibert Tsiranana. Reiñ a reas e zilez d'e dro d'ar 5 a viz C'hwevrer 1975 abalamour d'an dizemglevioù en e c'houarnamant.