Mont d’an endalc’had

Andry Rajoelina

Eus Wikipedia
Andry Rajoelina
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhMadagaskar, Frañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAndry Nirina Rajoelina Kemmañ
Anv-bihanAndry Kemmañ
Anv-familhRajoelina Kemmañ
Deiziad ganedigezh30 Mae 1974 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAntsirabe Kemmañ
PriedMialy Rajoelina Kemmañ
BugelArena Rajoelina Kemmañ
Micherpolitiker, Disc jockey Kemmañ
KargPresident of Madagascar, President of Madagascar, President of Madagascar Kemmañ
Strollad politikelYoung Malagasies Determined Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet2018 Malagasy presidential election, 2023 Malagasy presidential election Kemmañ
Relijion pe kredennKatoligiezh Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.andry-rajoelina.org/ Kemmañ

Andry Nirina Rajoelina (ganet d'an 30 a viz Mae 1974) zo ur politikour ha prezidant Madagaskar etre 2009 ha Genver 2014. Maer Antananarivo eo bet etre 2007 ha 2009. Goude taol-Stad Meurzh 2009 a skarzhas ar prezidant Marc Ravalomanana en em lakaas Rajoelina e penn ar Stad d'an 21 a viz Mae. N'eo ket bet aotreet da vont war ar renk evit ar votadegoù prezidant e 2013.

Eil resped prezidant (2023-2025)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Gwengolo 2025, goude manifestadegoù evit klemm a-zivout an troc'hoù dour ha treden lies e oa bet 20 den lazhet. Respont ar prezidant Rajoelina a oa bet skarhzañ ar c'hentañ ministr Christian Ntsay d'an 29 a viz Gewngolo 2025.[1][2] Embanent en devoa, hep embann prouenn ebet, e oa lod politikourien o profitañ eus an dizurzh evit klask reiñ lañs d'un taol-stad pad ma oa o komz en Aozadur Unanet.[3] D'an 12 a viz Here, Burev Rajoelina en doa embannet klasket kas d'an traoñ ar gouarnamant; met ar gemenadenn a embanne e oa sioul an traoù memestra hag e oa mestr war ar vro.[4] En gwirionez d'an 13 a viz Here, ul lezenner eus an tu enep en doa embannet e oa aet kuit Rajoelina eus ar vro dre guzh.[5] Ar gouarnamant en doa embannet ur gemenadenn o tisklêriañ e vije Rajoelina o komz d'ar bobl, hep displegañ e pelec'h e oa tremenet.[5]

Dre un emglev etre Emmanuel Macron hag Andry Rajoelina, eo bet sikouret da guitaat ar vro gant ur viñsaskell da gentañ ha goude-se gant ur c'harr-nij dezougen milourel betek La Réunion [6].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]