Mont d’an endalc’had

Gesoriacum

Eus Wikipedia
Lodenn eus Tabula Peutingaria

Gesoriacum e oa anv ur gêr gozh el lec'h m'emañ Boulogne-sur-Mer bremañ.

Ur porzh-mor bras e oa e bro ar Vorini, war ribl an Oceanus Britannicus, da lavaret eo Mor Breizh.

Alese e oa aet Jul Kaezar da dagañ Enez Vreizh e 55 ha 54 kent J.-K.

Gesoriacum a oa staliet war un beg-douar (= *geso-) etre genoù ar stêr Liane hag ar mor.

Meven Mordiern, p 371 : "e Galia, tour-tan Kaligula, e Gaisoriakon, a oa ivez uhel meurbet" (meneg)

Distrujet ha lonket eo bet gant ar mor, er bloavez 297, nepell goude ma oa bet adkemeret gant Constantius Chlorus diwar-goust Allectus.

Goude se e oa bet krouet Bononia (Boulogne) war an uhel war an douar bras.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Meven Mordiern : Notennou diwar-benn ar Gelted Koz. O istor hag o sevenadur. Skridoù Breizh. 1944