Lexique breton-français et français-breton
Neuz
(Adkaset eus Geriadur Seite-Stefan)
Al Lexique breton-français et français-breton. Geriadur brezoneg-galleg ha galleg-brezoneg zo ur geriadur bihan[1], bet embannet hag adembannet adalek 1956 betek 2011, gant embannadurioù Emgleo Breiz. Savet e oa gant Visant Seite ha Laorañs Stefan, gant skoazell Visant Fave ha Kaourintin Riou.
Gant an 29vet embannadur, e 2010, e voe kemmet titl gallek an oberenn e Dictionnaire Breton-Français, Français-Breton.
Brudet eo ar geriadurig-mañ, gant 29 embannadur. Implijet eo bet gant studierien ha kelennerien ar Skol dre Lizer.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ War ar golo, an is-titl a oa Geriadurig brezoneg-galleg ha galleg-brezoneg adalek an 20vet embannadur, e 1984.