Georges de Villebois-Mareuil
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Anv e yezh-vamm an den | Georges de Villebois-Mareuil |
| Anv-bihan | Georges |
| Anv-familh | de Villebois, Mareuil |
| Titl noblañs | Kont |
| Deiziad ganedigezh | 22 Meu 1847 |
| Lec'h ganedigezh | Naoned |
| Deiziad ar marv | 6 Ebr 1900 |
| Lec'h ar marv | Boshof |
| Breur pe c'hoar | Christian de Villebois-Mareuil |
| Kar | Félix de Villebois |
| Familh | Q62833245 |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Yezh implijet dre skrid | galleg |
| Micher | milour |
| Bet war ar studi e | École Spéciale Militaire de Saint-Cyr, École de guerre |
| Grad milourel | colonel, jeneral |
| Brezel | Brezel 1870-1871, Eil brezel ar Voeren |
| Skour lu | Lejion estren (Bro-C'hall), Armée de la Loire, fuzuilherien-vor |
| Ezel eus | Action Française |
| Prizioù resevet | ofiser al Lejion a Enor, Colonial Medal |
| Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |

Georges Henri Anne Marie Victor, kont Villebois-Mareuil (Naoned, 22 a viz Meurzh 1847 - Boshof, Transvaal, Suafrika, 5 a viz Ebrel 1900, a oa ofisour en arme Frañs.
Brud a c'hounezas pa stourmas diouzh tu ar Voered enep ar Rouantelezh-Unanet en Eil Brezel ar Voered (11 a viz Here 1899-31 a viz Mae 1902).
E 1867 e teuas er-maez eus Skol Saint-Cyr. Brezeliñ a reas en Indez-Sina ; en arme al Liger e voe e-kerzh Brezel 1870.
Heuliañ a reas stummadur ar Skol a Vrezel, penn sturvod rannarme Aljer e voe. Koronal e oa pa roas e zilez e 1895. E 1899 ez eas da Suafrika evit sikour ar Voered, e penn ur bagad emouestlidi c'hall ha hollandat e oa pa voe lazhet e-kerzh ur c'hrogad a badas ouzhpenn teir eurvezh enep soudarded breizhveurat kalz niverusoc'h.
Danevellet eo bet e desteni a-zivout ar brezel-se en ul levr anvet Carnets de campagne embannet e 1902.
Roueelour, enepyuzev, enepfrañmason, enepsaoz e oa. Ezel eo bet eus an Action Française.
Roet eo bet e anv d'ur boulouard gant kêr Roazhon.
Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Jean-Loup Avril, 500 Bretons à connaître, L'Ancre de Marine, 1989 – ASIN : B004AUYMUK.
