Genasauria
Neuz
Genasauria zo ur gladenn dinosaored pigosek geotdebrer. Badezet eo ar strollad gant ar paleontologour Paul Sereno e 1986, ha rannet eo e Thyreophora, ur strollad dinosoared hobrejonet, ha Cerapoda, en o zouez dinosaored Ceratopsia ha Hadrosauridae. Genasauria, hervez Sereno, zo anezhe Ankylosaurus magniventris, Pachycephalosaurus wyomingensis, Parasaurolophus walkeri, Stegosaurus stenops, Triceratops horridus, o hendad boutin tostañ, hag holl e ziskennidi. Implijet eo bet an anv Genasauria tost hepken gant Sereno e-pad un nebeud bloavezhioù, met gounezet en deus tachenn abaoe ar bloavezhioù diwezhañ.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sereno, P.C. (1986). "Phylogeny of the bird-hipped dinosaurs (order Ornithischia)". National Geographic Research 2(2): 234-256.