Triseratops
| |||
---|---|---|---|
Korf-eskern un triseratops
er Royal Tyrrell Museum e Drumheller, e Kanada | |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Sauropsida | ||
Urzhad : | Ornithischia | ||
Isurzhad : | Marginocephalia | ||
Danisurzhad : | Ceratopia | ||
Kerentiad : | Ceratopsidae | ||
Iskerentiad : | Ceratopsinae | ||
Genad : | Triceratops | ||
Spesadoù | |||
| |||
Pelec'h e veze kavet | |||
Amerika an Hanternoz | |||
Prantad | |||
Kretase uhel, ~67-65 milion | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An triseratopsed a oa dinosaored geotdebrerien vras hag a veve e diwezh ar C'hretase, etre 67 ha 65 milion a vloavezhioù kent hon oadvezh. Talvezout a ra o anv kement ha «loen a dri c'horn» (diwar an henc'hresianeg tri- (τρι) « tri », ceras (κέρας) « korn » hag -ops (ωψ) « dremm ») . Daou gorn a oa ouzh o zal hag unan berroc'h ouzh o fri. Dougen a raent ouzhpenn ur c'houzougenn askorn ledan a-dreñv d'o c'hlopenn evit gwareziñ o gouzoug hag o divskoaz. Pevarzroadek e oant, warno tres frikorneged divent gant izili pounner. Daoust ma n'eus bet adkavet relegenn glok ebet e soñjer e oa dezho pep a 5 pe 6 tonenn ha betek 9 metrad hirder ha 3 metrad uhelder. Bevañ a raent tamm-pe-damm d'ar memes mare ha d'ar memes lec'h hag an tiranosaored, an ankilosaored hag keratopsidae brudet all, an torosaored.
Dizoloadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ an triseratopsed en urzhiad an ornithichianed hag en isurzhiad ar marginosephaliaed, a ya d'ober anezhañ an holl zinosaored dezho ur c'houzougenn askorn pe ur glopenn, warni ur glipenn askornek pe bosoù. Anavezout a reer daou spesad triseratopsed :
- T. prorsus Marsh, 1890
- T. horridus Marsh, 1889
Dizoloet e oa bet an triseratopsed gant John Bell Hatcher e 1888. E diwezh an XXvet kantved e oa bet kavet un hanterkant klopenn bennak en Amerika an Hanternoz, eskern ivez, met relegenn glok ebet. Badezet e oant gant Othniel Charles Marsh e 1889 (Un nebeud amzer a-raok, e 1887 e-kichen Denver, er C'holorado, en doa kemeret un triseratops evit ur seurt bizon ha lakaet anezhañ Bison alticornis). A-drugarez da greñvder o c'hlopennoù ez eus bet adkavet ur bern pennoù karrekaet o deus roet an tu da studiañ ar c'hemmoù etre ar spesadoù hag etre an hiniennoù. Kavet ez eus bet tammoù relegoù triseratopsed dibaoe er Montana, er Su Dakota, hag er Wyoming en SUA hag er Saskatchewan hag en Alberta, er C'hanada.
Henvevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daoust ma vez diskouezet alies an triseratopsed a-vagadoù, n'eus prouenn ebet o dije bevet e-giz-se. Er c'hontrol da zinosaored all, zo bet adkavet evit lod e lec'hioù ma oa bodet dousennoù pe kantadoù a hiniennoù, n'eus bet kavet betek-henn nemet loened digenvez.
Dalc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pounner e oa framm an triseratopsed, dezhe pavioù kreñv gant pemp biz echuet gant karnioù. Abalamour d'o favioù berr ne oant ket gouest d'ober stampoù hir na da c'haloupat. Soñjal a reer e oant gouest da vont d'an tus da 24 km/eur pe war-dro.
Dent
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a raent e kompezennoù ha koadoù dezho un hin klouar a-walc'h. Gallout a raent terriñ ha debriñ glazvez kalet-kenañ gant o beg askornek. Ar beg-se a c'halle ivez bezañ implijet evit en em zifenn evel hini ar protoseratopsed. A-dreñv d'o beg e oa steudadoù dent renket evit sizailhañ ar boued. Gant o fenn izel e tebrent plant geotennek ha delioù a valent gant o dent. Emañ an dent Triceratops e-touez ar c'harrekadurioù stankañ e prantad diwezhañ ar C'hretase e kornôg Norzhamerika, ar pezh a laka da soñjal e oa anezho ar geotdebrerien stankañ d'ar mare-se.
Kerniel ha gouzougenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur c'houblad kerniel, dezhe 1 metrad hed, a oa ouzh klopenn an triseratopsed, dreist d'an daoulagad, hag ur c'horn all a oa ouzh o moj, a-us d'ar fronelloù. E stumm ur voul e oa koubladur ar penn hag e poent kempouez eus ar penn emañ. Evel-se e c'halle an triseratopsed treiñ o fenn etrezek an holl tuioù buan hag en un doare resis. Abalamour da se e c'halle ar c'herniel bezañ un arm difenn efedus.
Ur c'houzougenn askorn strizh a-walc'h a oa ivez ouzh lodenn a-dreñv ar glopenn. Toulloù a oa e gouzougennoù ar pep brasañ eus ar spesadoù dinosaored all met gouzougenn an triseratopsed a oa didoull ha solut-kenañ.
Kinniget ez eus bet meur a vartezeadenn evit implij ar c'houzougenn :
- En em zifenn a-enep ar c'higdebrerien bras, evel an tiranosaored da skouer.
- Kehentiñ gant izili all an tropellad.
- En em gannañ gant an triseratopsed all a geveze evit ar renk en tropellad, ar boued, ar parezed pe an dachenn. Gwirheñvel eo e vije en em gannet ar pared etrezo a-daolioù kerniel daoust ma n'eus prouenn ebet.
- Un doare da zesev ar parezed.
- Un arouez eus ar renk en dije diskouezet pe levezonet renk pep loen e-barzh an tropell
- Pourchas ul lec'h evit stagañ kigennoù an divjod
- Kreskiñ gorread ar c'horf evit reizhañ e wrez. Gouest e oa ar c'houzougenn da zastum gwrez pe da freskat ar c'horf a-drugarez d'ar gwazhied a rede drezi.
E 2005 e oa graet un taol arnod evit un teulfilm eus ar BBC, "Ar wirionez diwar-benn al lazher dinosaored", diwar-benn gouzout penaos e c'hallje an triseratoped en em difenn a-enep preizherien vras evel an tiranosaored. Evit gouzout hag eñ e c'hallfe an triseratopsed kargañ a-benn da zinosaored all, evel ma rafe ur frikorneg hiziv an deiz, e oa savet ur glopenn triseratops faos hag e oa bet kaset a-benn un tamm kroc'henn tiranosaor faos, da 24 km/eur. Sankañ a reas kerniel an tal er c'hroc'hen met terriñ a reas ar glopenn abalamour ma ne halle ket ar beg ha korn ar moj treuziñ ar c'hroc'hen. seblantout a ra eta ne oa ket an triseratopsed evit en em zifenn e-giz-se. Pa vezent taget gant preizherien vras e talent outañ war al lec'h moarvat hag e roent taolioù korn pa dostaent a-walc'h outañ
Ur studiadenn savet nevez zo diwar-benn ar glopenn triseratpos bihanañ zo bet kavet, hini ul loen yaouank-kenañ, a ziskouez anat e tiorroe ar c'houzougenn hag ar c'herniel ent yaouank, diwar-goust an diorroadur revel moarvat, ar pezh a ziskouez e oant a-bouez marteze evit ar c'hehenterezh-gwelet hag evit anavezout loened eus ar memes spesad.