Mont d’an endalc’had

Ceratopsia

Eus Wikipedia
Klopenn Triceratops

Ar Ceratopsia (En henc'hresianeg « dremmoù kornek ») zo ur strollad dinosaored geotdebrer a oa stank en Azia hag e Norzhamerika er C'hretase. En dreistkerentiad-se emañ kerentiadoù ar Psittacosauridae (loened daoudroadek, dezhe drein heñvel ouzh re an hoc'h-dreinek a-wezhioù), ar Protoceratopsidae hag ar Ceratopsidae, anezhe o-daou strolladoù loened pevarzroadek gant kerniel ha gouzougennoù. Ar gouzougennoù-se a c'hallfe bezañ bet skoroù da stagañ kigennoù da gentañ, ha brasaet o defe da servijout evit en em zifenn hag en em barañ.

Evit doare ez eo genidik ar strollad-se eus Azia. Ar Pittacosauridae, izili gentidikañ ar strollad, a anadas e Sina er C'hretase izelañ. Ar Protoceratopsidae, int, a veze kavet un tamm e pep lec'h en Azia. Anavezout a reer un nebeud Neoceratopsia diazez e Norzhamerika. Ar Ceratopsidae divent a oa o vevañ e diwezh ar c'hretase e kornôg Norzhamerika. Emdreiñ a rejont betek kaout ur vent bras-kenañ ha furmoù kerniel ha gouzougennoù a bep seurt. Ar Ceratopsia a oa ur strollad a-bouezh eus ekoreizhiadoù ar Mezozoeg : Protoceratops a oa unan eus dinosaored stankañ eus diwezh ar C'hretase e Mongolia, e-kichen ar Ceratopsidae a oa paot-kenañ en tu all d'ar Meurvor Habask, e diwezh ar C'hretase e Norzhamerika. Ar Ceratopsia a oa dezhe etre 1 metr ha 23 kg ha 9 metr hirder ha 5400 kg.

E-touez ar Ceratopsia ar muiañ anavezet emañ ar Psittacosaurus, ar Protoceratops, an Triceratops, an Torosaurus, ar Centrosaurus, ar Styracosaurus hag ar Pachyrhinosaurus. Triceratops zo unan eus ar Ceratopsia brudetañ gant an holl. Emañ ar c'hiz echuiñ an anvioù genad eus ar strollad Ceratopsia gant « -ceratops » met ne c'hoarvez ket atav. Unan eus ar genadoù kentañ a oa anvet evel-henn eo ar genad Ceratops e-unan, en deus roet e anv d'ar strollad, daoust ma vez sellet outañ hiziv evel un nomen dubium rak e zilerc'hioù karrekaet n'o deus ket perzhioù arouezius zo a gaver gant ar Ceratopsia all[1].

  1. Dodson, P. 1996. The Horned Dinosaurs. Princeton: Princeton University Press. 346pp.