Mont d’an endalc’had

André Franquin

Eus Wikipedia
André Franquin
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhBelgia Kemmañ
Anv ganedigezhAndré Jacques Hector Franquin Kemmañ
Anv-bihanAndré, Jacques, Hector Kemmañ
Anv-familhFranquin Kemmañ
Deiziad ganedigezh3 Gen 1924 Kemmañ
Lec'h ganedigezhEtterbeek, Etterbeek Kemmañ
Deiziad ar marv5 Gen 1997 Kemmañ
Lec'h ar marvSaint-Laurent-du-Var Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvmyocardial infarction Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Michercomics writer, penciller Kemmañ
Tachenn labourLennegezh krennarded Kemmañ
ImplijerSpirou, Fluide Glacial, Tintin, Le Trombone illustré Kemmañ
Bet war ar studi eInstitut Saint-Luc Kemmañ
Oberenn heverkGaston Lagaffe, Spirou ha Fantasio, Idées noires, Modeste et Pompon, Marsupilami Kemmañ
LuskadMarcinelle school Kemmañ
Tachennhumorous comics Kemmañ
Levezonet gantGeorges Beuville Kemmañ
Prizioù resevetGrand prix de la ville d'Angoulême, Prix Saint-Michel, Max & Moritz Prize, Prix Saint-Michel, Adamson Awards Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ

Un treser bannoù-treset eo André Franquin, ganet d'an 3 a viz Genver 1924 en Etterbeek, unan eus kumuniezhoù Brusel e Belgia, ha marvet d'ar 5 a viz Genver 1997 e Sant Laurenç de Var (Okitania).

An tresañ zo bet pouezus evitañ adal e vugeliezh. Kregiñ a reas da labourat e stal Dupuis e 1944, bountet enni gant e vignon Morris (tad Lucky Luke). E 1947 ez adkemeras an dudenn Spirou, o tresañ Le tank ha Les Maisons préfabriquées. E-keit se e save ur bern tresadennoù evit kelaouennoù a bep seurt.

Goude 1949 e voe sammet gant ar stirad Spirou et Fantasio, gant an tresañ hag ar skrivañ evit ar gelaouenn Spirou : istorioù klok, goloioù, skeudennoù liesseurt. Hanved Spirou a gresk gant tudennoù dispar : Kont Champignag, ar Marsupilami (1952), ar gazetennerez Seccotine, Zantafio, Zorglub, hag all.

Etre 1955 ha 1959 e reas Franquin war-dro Modeste et Pompon, bet krouet gantañ evit ar gelaouenn Tintin.

E 1957, evit reiñ buhez d'ar pajennoù skridaozet, e teuas war wel un "haroz dilabour" krouet gant André Franquin, aozer an dresadenn, ha gant Yvan Delporte, a roas dezhañ ur bersonelezh hag ar c'hentanv Gaston e koun ur mignon ken beiadour all!

Ret e voe da Franquin, re sammet gant al labour, dilezel tudennoù, ha lod istorioù. E 1968 e tilezas Spirou, roet da Jean-Claude Fournier, ar Breizhad a grouas an dudenn Bizu.

E 1972 e krouas, evit goloioù Spirou, e erevent koantik a vo strollet en albom Cauchemarrant, embannet gant Bédérama e 1979[1].

Idées Noires ("Soñjoù Du") a voe embannet gant Le Trombonne Illustré e 1977 da gentañ ha gant Fluide Glacial da c'houde[2].

Gant an oad e paouezas André Franquin da dresañ kement a draoù.

E 1987 en devoe ar Marsupilami e stirad dezhañ, treset gant Batem dindan evezh Franquin evit an albomoù kentañ.

E 1989 e tresas A. Franquin kalz tudennoù bihan, an Difoued, en ur stirad tresadennoù-fiñv evit ar skinwel.

Un nebeudig eus albomoù "Gaston Beiadeg" zo bet troet e brezhoneg hag embannet gant Yoran Embanner.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

(E-maez ar bannoù-treset)