Marsupilami
Ar Marsupilami a zo ul loen krouet gant André Franquin e 1952 a gaver en heuliad bannoù-treset Spirou ha Fantasio. Leun a faltazi ha fent eo, evit brasañ plijadur e lennerien. Un nerzh-harkul hag ul lost hir en deus, talvoudus kenañ dezhañ. Bevañ a ra er c'hoad-gouez e Palombia, ur vro sudamerikan faltaziek. Fantasio a vefe bet an hini kentañ da dapout al loen-mañ a-hervez.
Lesanvet en deus Franquin anezhañ e 1952 gant an anv skiantel Marsupilamus fantasii. Met e 1997, an albom Houba Banana a ro d'al loen an anv Marsupilami franquini evit enoriñ Franquin aet d'an anaon.
Al loen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ul loen ral eo ar marsupilami, a vev e janglenn amazonian Palombia, e korn-bro menez-tan El Sombrero e Brazil.
E gorf
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Muzuliañ a ra ar marsupilami war-dro ur metr. Melen eo, gant pikoù du. Du a c'hall bezañ a-wechoù avat.
E lost a c'hall tapout krog e-barzh kement tra a zo pe dost. Muzuliañ a ra betek 8 metr, daoust da hini ar barez o vezañ berroc'h. E hir a lost a zo talvoudus kenañ evit gwir : servij a ra da vont ha dont dillo etre ar gwezennoù pe war al leur evel ur winterell pe ur rod, pe evit krapiñ. Ur arm eo ivez, pa ra ar marsupilami ur meilh-dorn anezhañ, pe p'en deus c'hoant da lakaat e breizherien difiñv. Pesketa a ra, c'hoari a ra ha hoalañ a ra e barez gantañ ivez.
Ar barez a ya war begoù he zreid, a-bilbazig. Stumm ur berenn eo he uioù, lost ar grouell o lojañ el lodenn hiraet. Leun a skoulmoù eo lost he re vihan pa zeuont er bed.
Ma klaskfe unan bennak tostaat ar marsupilami eus ur spesad loened e vefe ar monotremata, e-kichen an ekidne hag an ornitorink. Hogen, ret e vefe diwall rak Franquin en doa c'hoant just-awalc'h da grouiñ ul loen na vefe eus urzhiad ebet a zo er bed.
E voued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez an ergezherez Seccotine, he doa taolennet ar gwellañ ar marsupilami war-lerc'h Spirou et Fantasio, ar marsupilami a zo ul loen hollzebrer. Gwell eo gantañ avat ar c'hwenn, ar frouezh, ar piranha (pesked kigdebrer) hag ar merien kigdebrer.
Kalet eo e stomog, a c'hall da skouer diwaskañ litradoù a alkool-leskiñ.
Boazioù ha buhezegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Familhoù ar marsupilamied a vev en un neizh graet eus troellblantennoù, stumm ur blodeg daougleurek dezhañ. Strewet eo gant pluennoù araed ha fichet gant bleunioù c'hwezh vat ganto. Gallout a ra serriñ an neizh buan o lakaat an daou drabell da dostaat.
Bevañ a ra er gwez peurliesañ. Anavezout a ra an amzer, plezhañ ar plantennoù, ar skoulmoù ha fardañ krampouezh. Gouzout a ouzer eo divelfennek abaoe an albom Le Repaire de la murène. Implij a ra e lost evit pouleñvat a-benn mont war-raok. Troet eo d'an dour hag d'an naetoni, ha d'an neuial.
Evel loened all e c'hall diroudañ e breizherien gant teknikoù touellguzh : gall a ra reiñ stumm un naer d'e lost. Just-awalc'h eo gouest da zrevezañ trouzoù loened pe mekanikoù, pe komz an den zoken.
Gall a ra bezañ gourvennek, ha neuze dañjerus. Pa eo fuloret e teu e vlevad da sevel a-bik, betek e lost.
N'int ket kalz al loened a anavez ar c'hoarzh, eñ a ra avat. Hag ar barez zo donezonet evit ar ficherezh.
Diviz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]"Houba houba" ha "houba houba hop" eo trouzadelloù garm ar marsupilami. Gant ar from e c'hallont dont da vezañ "habou", "bahou", "hou" pe "baba". Gall a ra sevel goulennoù gant "ba ?" pe "houba ?". Gouest eo da adlavar gerioù (e-barzh Les Faiseurs de silence). Garm ar barez a zo disheñvelik : un "houbi", a c'hall bezañ adlavaret. A-wechoù eo ur balbous bennak avat a ra "doudlidoudli", "dadli dadli", "touboudl", "adouïb", "doubedouba", "houlala", etc. Garm a re vihan a ra "bi" met o gouel a c'hall bezañ kreñv kennañ.
Heuliadoù bannoù-treset ha skinwel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e-barzh Spirou ha Fantasio
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra war-well e-barzh an albom Spirou et les héritiers (1952), dindan pluenn André Franquin. Kavet e vo ingal e-barzh an istorioù da heul, betek ma vo lezet gant Franquin troioù-kaer Spirou da Jean-Claude Fournier. Divizout a ra Franquin mirout e wirioù war al loen a wel evel unan eus ar re vravañ en deus krouet. Koulskoude e c'houlenn Fournier digantañ kaout ar gwir da lakaat ar marsupilami e-barzh e albom kentañ Le Faiseur d'or (1970). A-du eo Franquin gant ma vo treset gantañ. Dont a ra war-wel ivez ar marsupilami en albom Tembo Tabou.
E-barzh La Vallée des bannis (1989), Tome ha Janry a c'hoari gant hegarated al lennerien outañ : Spirou, kollet er janglenn, a glev un "Houba", sot gant al levenez e ya d'an daoulamm warzu anezhañ, met o treiñ ar bajenn en em rent kont Yann lenner eo ul loen rukunus a ra ar memes garm.
Evit pell e c'hallo gortoz Yann lenner moarvat a-raok kavout e loen muiañ-karet en-dro e-barzh troioù-kaer Spirou ha Fantasio : ar gwirioù a zo gant Marsu Productions en deus bannet un heuliad dizalc'h a c'hall bezañ gwelet evel ur spin-off eus Spirou.
An heuliad Marsupilami
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mirout a ra Franquin ar gwirioù war e dudenn abaoe 1970. Kendrec'hiñ a ra Jean-François Moyersoen avat d'en ober un heuliad da vat e 1987. Taolenniñ a ra ur familh marsupilamied gouez, gant an tresour Baten ha meur a senarioer evel Greg ha Yann. Embannet eo gant Marsu Productions. An albom kentañ a ra berzh gant ouzhpenn 600 000 skouerenn gwerzhet e Frañs. Ar berzh-mañ ne dinerzho ket.
E 2002 e teu er-maez an niverenn 0 a gont istorioù berr ar marsupilami graet gant Franquin.
Aotre-implijout Disney
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Disney en deus un aotre-implijout eus ar marsupilami. Graet eo bet eta, e-pad ar bloavezhioù 1990 :
- un dekad pajennoù bannoù-treset gant Gladstone Publishing, an embanner stadunanat,
- un heuliadig bevaat evit ar skinwel.
Un heuliad all a zo bet savet gant Marathon Productions ha skignet war Frañs 3, graet gant Augusto Zanovello. Eric Paul Marais en deus reizhet an hini nevez.
Er sinema
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ ur film hir da vezañ savet gant Alain Chabat e fin 2010[1].
A bep seurt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- damveneget eo ar marsupilami gant Goscinny hag Uderzo e-barzh o albom Emgann ar pennoù, e-barzh an albom Deizh-ha-bloazh Asteriks hag Obeliks, ha gant Jacques Martin e-barzh Les proies du volcan.
- savet ez eus bet ur pikol delwenn eus ar marsupilmami, lies liv dezhi, e kêr Charleroi, e Belgia, e-touez un toullad delwennoù all eus harozioù bannoù-treset an ti-embann Dupuis.
- an asteroidenn (98494) Marsupilami dizoloet e 2000 a zo bet roet diwar e anv.
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Des « Bébés » au Marsupilami, Alain Chabat l'hyperactif Le Monde, 18 Juin 2010