Mont d’an endalc’had

Garifuna

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Garinagu)

Ar bobl garifuna, pe garinagu zo ur bobl hiron, diwar sklaved afrikan hag Indianed karib hag arawak, e meur a rannvro eus Kreizamerika ha war aodoù ar Mor Karib. E gwirionez e vez laret "garífuna" eus an den hag ar yezh, ha garinagu eus ar bobl. Anavezet int ivez evel Indianed du (indios negros) pe Karibed du. Braskontet e vez ez eus 600 000 anezho en Honduras, Belize, Guatemala, Nicaragua, hag ivez SUA. Mont a reont d'ober 10% eus poblañs Belize e Kreizamerika. Ur yezh arawak eo a gomzont.

Banniel ar bobl Garifuna
Strewet eo ar bobl garifuna a-hed an aod karib eus Belize da Nicaragua.
Prosesion garifuna da Ouel San Isidro e 1996, e Guatemala.

Garifuna (pe Garífuna) eo an anv-gwan a vez graet gantañ pa reer meneg eus pobl ha yezh ar Garínagu. En o yezh eo an unander eo Garifuna (pe Garífuna), hag al liester eo Garinagu.

Bevañ a reont a-hed aod ar Mor Karib, e Belize, Guatemala (e Livingston), Nicaragua hag Honduras (war-dro bae Trujillo) , war an douar-bras hag en enez Roatán.

Un toullad zo aet da chom da SUA, da Los Angeles, New York pe Houston.

Deiz broadel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un deiz zo bet lakaet da Ouel Broadel ar bobl garifuna, d'an 19 a viz Du, anvet Settlement Day, da lidañ deiz o distro e 1823 goude ma oant bet dastumet ha kaset gant ar Saozon war inizi er-maez da Honduras.

Ur c'han broadel o deus, anvet en o yezh Bufanidira Yurumei Tagueira Wayunagu.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]