Gaovan hag an Den Gwer
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Gaovan hag an Den Gwer zo ur romant berr a-walc'h (78 pajenn), gant Roparz Hemon, savet e brezhoneg eeun hag embannet gant Embannadurioù Douar ar Yaouankiz (Al Liamm) e 1949 evit ar wech kentañ.
Adembannadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Adembannet e oa bet al levr e 1988 gant An Here, skeudennoù gant Tudual Huon ennañ.
Ar romant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Banvez bras a zo e Kamelod, kastell ar Roue Arzhur, da Zeiz Kentañ ar Bloaz, pa zegouezh ur ramz war e varc'h, ken gwer o-daou hag an holl draoù douget gant an den-mañ. Gaovan e-unan, niz ar roue, a yelo da dennañ ar blouzenn diwar skoaz an Den Gwer.