Gall
Neuz
Tennañ a ra ar ger gall da galz a draoù :
Anv boutin hag anv-bro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bro-C'hall eo anv ur vro en Europa ar c'hornôg. Gall a veze lavaret e krennvrezhoneg, hag en ur ganaouenn dastumet gant Fañch an Uhel : mont en Gall
- ur Gall, ur C'hallez, an anv a vez graet eus un den eus Bro-C'hall. Gallaoued el liester.
- ar galleg hag ar gallaoueg, anvioù yezhoù savet diwar an anv gall
Anv-gwan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gall zo un anv-gwann ivez :
- hag a vez implijet e troiennoù a denn da Vro-C'hall, evel ar Republik c'hall, ar banniel gall, an arme c'hall, an Dispac'h gall, an Impalaeriezh c'hall, an trevadennoù gall, un departamant gall, ur gumun c'hall, Gwiana c'hall, Afrika c'hall (AOF, AEF), Antilhez gall, Indez-Sina c'hall, hag all
- en anv ar plant :
- a gaver e Bazon-Gall, anv ur gumun eus departamant Orne, e Normandi.
Anvioù divoutin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anvioù-lec'h hag anvioù-tud a c'hall bezañ Gall ivez :
- anv brezhonek ur sant iwerzhonat, Gall, pe Sant Gall, pe Gallen en alamaneg, a veve e deroù ar VIIvet kantved,
- un anv a gaver e Bro-Skos en Inizi Gall hag er c'horn-bro Gallobha. Talvezout a ra an anv gouezelek-se kement hag estrañjour evit envel tud eus an Norzh, hendadoù ar Skandinaviz,
- anvioù-tiegezh :
- Gall, un anv-tiegezh alamanek douget gant ar ganerez c'hall France Gall da skouer,
- ar Gall, un anv-tiegezh breizhat.