Gallésie
Neuz
(Adkaset eus Gallèsie)
Gallésie zo un anv gallek ijinet war-dro 1979 da ober meneg eus Breizh-Uhel hep ober anv ebet eus Breizh.(Daveoù a vank)
Savet e vije diwar ur ger gallais (hag a gaver evel anv-tiegezh), a vije kevatal d'ar ger gallo, pe gallou (hag a gaver ivez evel anv-tiegezh), an anv roet e galleg da yezh Breizh-Uhel.(Daveoù a vank)
Kavout a reer ar ger Gallésie :
- en anv ar gevredigezh Au Carrefour de la Gallésie, a aoz ur fest anvet La Gallésie en Fête bep bloaz abaoe 1976, e Mousterfil, er mervent da gêr Roazhon, e dibenn miz Mezheven[1] ;
- ur rue de la Gallésie zo e Trevendel[2].
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ La Gallésie en Fête
- ↑ Treffendel (fr)