Gaelic Storm

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Gaelic Storm a zo ur strollad sonerien a ra sonerezh keltiek. Seniñ a reont sonerezh hengounel diwar tonioù eus Iwerzhon ha Skos ha krouiñ a reont a-wechoù tonioù diazezet war ar sonerezh keltiek ha keltiek rock dreist-holl.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet eo bet Gaelic Storm a drugarez d'un abadenn bet graet e 1996 en ur pub anvet an O'Brien's Irish Pub e Santa Monica, Kalifornia dalc'het gant Patrick Murphy. Eñ eo a sono gant Steve Wehmeyer, Steve Twigger hag ar c'hoarier Uillean pipe Brian Walsh. Bras a-walc'h eo bet an niver a abadennoù e-pad ar bloavezh war-lec'h. E 1997, eo bet tu gwelet Gaelic Storm e-barzh ar film Titanic, ar strollad o seniñ evit an trede renkad el lestr e oant. Setu kroget an troiadoù abadennoù neuze ha diwar-se ur berzh vras ha brud-vat. Sonet o deus e Stadoù-Unanet-Amerika, Kanada, Rouantelezh-Unanet, Bro-C'hall ha Japan.

Abaoe an deiziad-mañ o deus c'hoariet Gaelic Storm muioc'h a 125 abadenn bep bloaz. Savet o deus seizh album abaoe m'eo bet krouet ar strollad, o kontañ ar bladenn kompilation anvet Special Reserve. Tu 'zo merzout ez eo ar strollad-mañ leun a startijenn p'emañ o c'hoari sonerezhioù hengounel Iwerzhonat ha Skosat dre-se eo bet o fladennoù meur a wech e penn ar Billboard world music charts.

Ar bladenn Bring Yer Wellies a zo deuet er maez d'ar 25 a viz Gouhere 2006, a vo buhan-ha-buhan e eil plas eus ar Billboard World Chart, 16vet en Internet Sales Chart ha 31vet en Independent Album Chart. Ar pempved bladenn, How Are We Getting Home?, a zo deut er-maez e miz Eost 2004 gantañ an trede plas er Billboard World Music Charts, 10vet er Billboard Heatseekers Chart ha deuet en-dro e miz Gwengolo er World Albums Chart en trede plas. Ar bladenn da c'houde a zo deuet er maez d'an 8 a viz Gouhere e anv "What's the Rumpus?" dindan o label savet ganto al Lost Again Records. Ar bladenn-mañ a zo bet kentañ er Billboard World Chart.

E-kerzh e istor, ar strollad en deus cheñchet e c'hoarier violoñs meur a wech, e dabouliner ur wech, hag ouzhpennet eo bet binvioù nevez: Highland, Uilleann, ha Deger (elektronek) evit e sonerezh. E miz Genver 2006 e teu er-maez DVD kentañ ar strollad, anvet eo bet "Gaelic Storm: Live In Chicago". An abadenn a zo bet filmet war-eeun en House of Blues e Chicago.

Graet eo bet eus ar ganaouenn Scalliwag (o tont eus ar bladenn Bring Yer Wellies) un doare Sims evit sonerezh expansion pack ar c'hoari video The Sims 2: Bon Voyage, evit ar c'hoari video brudet The Sims 2 . Er strollad Gaelic Storm e kaver hiziv an deiz: Ryan Lacey evit an taboulinoù (bet el Los Angeles Music Academy), Pete Purvis o tont eus Merrickville, Ontario a sen uilleann pipes, tin whistle, deger pipes hag highland pipes hag an ezel yaouankañ Jessie Burns a sen violoñs (o tont eus Suffolk emañ (Breizh-Veur), o chom emañ bremañ er C'holorado)."

Izili ar strollad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Izili gozh:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Guest sonerien dre bladenn:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]