Gabrielle Démians d'Archimbaud
Neuz
Gabrielle Démians d’Archimbaud, ganet e 1929 hag aet da Anaon d'ar 1añ a viz Eost 2017, a oa un arkeologourez krennamzerel c'hall. Arbennikaet e oa war studi ar c'hêriadennoù dilezet, ar savadurioù relijiel hag ar pri-poazh. Brudet e voe evit an doareoù nevez da furc'hal castrum Saint-Jean e Rougiers, hag a chom hiziv-an-deiz c'hoazh diazez evit ar furchadennoù arkeologel. Bez e voe Gabrielle Démians d'Archimbaud unan eus krouerezed an arkeologouriezh krennamzerel e Bro-C'hall a-live gant ar broioù all. Krouet he devoa kevredigezhioù arkeologel krennamzerel niverus.
Marvet eo d'an oad a 87 vloaz.