Castrum Saint-Jean

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ur sell war kastell Rougiers

Castrum Saint-Jean, e kumun Rougiers, e departamant ar Var, e Provañs, e Bro-C'hall zo un hollad dismantroù krennamzerel war ar maez. Kavout a reer al lec'h ouzh tor ur menez 600 m uhelder.

Ar c'hastell meneziek-se hag ar gêriadennig tro-dro a oa bet annezet etre fin an XIIvet kantved ha penn-kentañ ar XVvet kantved. Furchadennoù arkeologel a zo bet sevenet eno etre 1961 ha 1969 gant Gabrielle Démians d'Archimbaud. An disoc'hoù a oa bet embannet e stumm un dezenn stad e 1978 hag embannet daou vloaz war-lerc'h e 1980. An doareoù implijet evit furchal al lec'h a zo chomet reoù diazez evit an arkeologiezh betek an deiz-ha-hiziv. Dre an disoc'hoù e voe kemmet an doare da welet arrebeuri ha doareoù bevañ tud ar mare-hont : 93 919 darbod, 2 600 objed e metal, eskern, en olifant, e koad karveged, mein, gwer, ha 114 pezh moneiz.