Fuzuilhadeg moskeennoù Christchurch

Eus Wikipedia
Moskeen Al Nour e 2006
Lec'hiadur Christchurch, Zeland-Nevez

Fuzuilhadegoù moskeennoù Christchurch zo bet d'ar 15 a viz Meurzh 2019 da 00:40 (eur Breizh) e moskeenn Al Noor hag e kreizenn islamek Linwood e Christchurch, e Zeland-Nevez. 49 den d'an nebeutañ zo bet lazhet e-kerzh ar fuzuilhadegoù. Kentañ-ministr ar vro, Jacinda Ardern, he deus embannet sklaer e oa un dagadenn sponterezh.

Kirri-bombezennoù zo bet kavet gant ar polis ha didanet digudenn. Ar c'hentañ gwech eo e c'hoarvez ker bras ur fuzuilhadeg e Zeland-Nevez abaoe Lazhadeg Raurimu, ma oa bet lazhet c'hwec'h den en holl e 1997.

Bez' e vefe bet pevar argadour ; unan anezho, un Aostralian 28 vloaz anvet Brenton Tarrant, en deus filmet an dagadenn ha skignet ar video war Facebook Live. Skrivet en devoa luganoù nevez-nazi ha dreistbeliour gwenn war e armoù bet diskouezet enlinenn a-raok an torfed.