Furrinalia
Furrinalia a oa gouelioù gouestlet d'an doueez roman Furrina ha d'an nimfenned anvet Furrinæ.
Lidet e veze d'ar 25 a viz Gouere (VIII ante calendas Augustas), daou zevezh goude an Neptunalia. Liammet e oa ivez ouzh ar sec'hor, hag an ezhomm dour evit al labour-douar.
Nimfenned ar puñsoù, sonn pe a-led, ar feunteunioù hag an eien e oa ar Furrinæ.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez an istorour ha yezhoniour gall Georges Dumézil (1898-1986) e vefe diazezet an anv Furrina war ar wrizienn indezeuropek *bhreu, *bhreuə-, bhreəu- "birviñ", klogoriñ", ha "leskiñ" ; ledanaet eo bet ar ster da envel an dourioù danzouar hag ar puñsoù, alese perzh an nimfenned. Da brunna, "eienenn" er yezhoù germanek, ez eo aet ar wrizienn-se. Liammoù zo ivez gant ar sañskriteg bhurván, "dour bev", hag al latin feruēre, "birviñ" (henouezeleg berbaim), alese ar galleg hag ar saozneg effervescent ha fervent.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Georges Dumézil ː Fêtes romaines d'été et d'automne, Gallimard / NRF, 1975 (ISBN 978-2-07-029253-0)