François Christophe Kellermann
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | François-Christophe Kellermann |
Anv-bihan | François |
Anv-familh | Kellermann |
Titl noblañs | dug |
Deiziad ganedigezh | 28 Mae 1735 |
Lec'h ganedigezh | Strossburi |
Deiziad ar marv | 23 Gwe 1820 |
Lec'h ar marv | Pariz |
Lec'h douaridigezh | Valmy, Grave of Kellermann, Grave of Kellermann |
Pried | Marie-Anne Barbé |
Bugel | François Étienne de Kellermann, Marguerite-Cécile Kellermann |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | politiker, milour |
Karg | Pair of France, member of the Sénat conservateur, Peer of France, Military governor of Strasbourg |
Perzhiad e | Dispac'h Gall |
Grad milourel | Marshal of the Empire |
Skour lu | Tirlu gall |
Diellaouet gant | Archives nationales, Servij istorel an Difenn |
Prizioù resevet | Grand Cross of the Legion of Honour, Grand Cross of the Royal and Military Order of Saint Louis, Order of Ludwig I, Order of Fidelity, names inscribed under the Arc de Triomphe |
Deskrivet dre | François Christophe Kellermann |
François Étienne Christophe Kellermann, ganet d'an 28 a viz Mae 1735 e Strasbourg hag aet da Anaon d'an 13 a viz Gwengolo 1820 e Pariz, a oa ur ofiser hag ur senedour gall.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un den eus an noblañs e oa hag en arme e oa abaoe 1750 pa gemeras perzh e Brezel ar Seizh vloaz, o stourm gant Poloniz a-enep Impalaeriezh Rusia. Marichal e oa e 1788, entanet e oa gant mennozhioù an Dispac'h gall. E 1792 ez eas penn an Armée de la Moselle ha ganti e c'hounezo Emgann Valmy, d'an 20 a viz Gwengolo 1792. Rebechet e voe dezhañ bezañ lezirek gant al Lez-varn Reveulzier. Toullbac'het e voe met adlakaet en-dro en e garg ha goude-se e penn an Armée d'Italie. Kemeret en doa perzh e Seziz Lyon e 1793. Buan e voe lakaet ar jeneral Napoleone Buonaparte en e lec'h. Ne voe ket mui fiziet kargoù milourel pouezus ennañ betek ma voe embannet ar Renad impalaerel e 1804. Lakaet e voe da Varichal impalaerel a enor, dont a reas da vezañ senedour hag enoret e voe gant al Lejion a enor. E 1808 e voe anvet da Zug Valmy gant an impalaer evit enoriñ an trec'h-se.
Ar marichal Kellermann a voe kargoù milourel dister gantañ goude-se : penn luioù da c'hortoz Spagn hag an Norzh. Sevel a reas a-du gant Louis XVIII hag enoret e voe gant hennezh, gant ar Grand-croix de l'ordre de Saint-Louis, hag anvet da c'houarnour Strasbourg ha pair de France. E-pad ar C'hant devezh e chomas neptu. Mervel a reas d'an 13 a viz Gwengolo 1820, d'an oad a 85 bloaz.