Franziska Sibylla Augusta von Sachsen-Lauenburg

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Franziska Sibylla Augusta Saks-Lauenburg
Sibylla-Augusta en bugel.
Franziska Sibylla Augusta (en tu kleiz) ganthe c'hoar Anna Maria Franziska, war-dro 1690, poltredet gant ul livour dizanv.

Franziska Sibylla Augusta von Sachsen-Lauenburg, ganet e Ratzeburg (Holstein) e 1675 ha marvet e Rastatt (Baden-Baden) e 1733, da 58 vloaz, a oa markgravez Baden.

Dimeziñ a reas da Ludwig Wilhelm von Baden-Baden.

Pa oa intañvez e renas ar vargraviezh e-pad 20 vloaz.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

He zud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

He zad e oa Julius Franz von Sachsen-Lauenburg (1641-1689), diwezhañ dug Sachsen-Lauenburg adalek 1666 betek e varv e 1689, hag he mamm Marie Hedwig Auguste von Pfalz-Sulzbach (1650-1681). Div verc'h o doa: Anna Maria Franziska e oa an henañ, Franziska Sibylle Augusta e oa an eil, ganet e 1675, e Schloss Ratzeburg.

En 1676 ez eas an tiegezh da chom da Schlackenwerth, en Bohemia, ma o doa douaroù bras, hag eno e voe savet an div c'hoar. Pemp bloaz goude, e 1681, e varvas o mamm.

Ur voereb dezho, ar gontez Eva Polyxena von Werschowitz (marvet e 1699) a reas war-dro o deskadurezh. Kelennet e voent war an dare mat da gaozeal ha d'en em zerc'hel en ul lez, desket dezho livañ ha seniñ, evel a zere en amzer-se. He zad-kozh a-berzh mamm, Christian Augustus, Kont Pfalz Sulzbach, a reas un tamm skol dezho ivez.

Dre ma ne oa mab ebet ha ne oa nemet div verc'h ken en tiegezh duged Sachsen-Lauenburg, e voe klask war-lerc'h an div c'hoar kerkent ha marv o zad e 1689. Ar verc'h henañ a oa da vezañ dugez ha da reiñ an dugelezh d'he bugale.

Div wech e timezas Anna Maria Franziska:

Mab ebet n'en doa he zad. He merc'hed en doa lakaet dindan warez an Impalaer santel, Leopold Iañ an Impalaeriezh Santel. Mervel a reas dug Sachsen-Lauenburg e 1689; a-hervez e vije bet kontammet gant ar gontez Eva Polyxena von Werschowitz .

Chom a reas Dugelezh Sachsen-Lauenburg hep dug, rak pa oa marvet e oa echuet lignez Lauenburg Tiegezh Ascania. Koulskoude, hervez lezennoù Sachsen-Lauenburg, e c'halle ur vaouez bezañ lakaet da vargravez.

Anna Maria Franziska von Sachsen-Lauenburg eta, c'hoar henañ Franziska Sibylla Augusta, a ranke bout margravez. Met keniterv Julius Francis, Eleonore Charlotte von Sachsen-Lauenburg, a c'houlennas he gwir. Touellet e voe an div c'hoar gant an dug George William von Brunswick-Lunenburg, eus Lunenburg-Celle, a aloubas Sachsen-Lauenburg gant e arme, hag evel-se e viras ouzh Anna Maria da ren.

ha goude ur pennad e voe kemeret gant Tiegezh Hannover.

Dimeziñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mont a reas Sibylla Augusta da chom da di ur voereb da Reichstadt.

Un nebeud mizioù goude, e miz Meurzh 1690, da 15 vloaz, e timezas Franziska Sibylla da Ludwig Wilhelm Iañ von Baden, lesanvet an Turk abalamour d'e droioù -brezel a-enep an Durked, hag a oa 20 vloaz koshoc'h egeti. Hennezh a oa unan eus gwellañ jeneraled an Impalaer santel war un dro gant an dug Charles V de Lorraine, hag enoret e voe gant an impalaer pa voe degemeret en Urzh ar Maoutken Aour bloaz goude e eured.



He bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nav bugel he doe:


Buhez politikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sibylla Augusta, rejantez Baden


Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Otto Flake: Türkenlouis. Gemälde einer Zeit. 2. Auflage. Fischer, Frankfurt am Main 1988, ISBN 3-596-25788-3
  • Saskia Esser: Leben und Werk der Markgräfin Franziska Sibylla Augusta. Ausstellungskatalog, Stadt Rastatt, Rastatt 1983, ISBN 3-923082-01-0
  • Clemens Jöckle: Maria-Einsiedeln-Kapelle Rastatt. Schnell & Steiner, Regensburg 1999, ISBN 3-7954-5971-0
  • Hans-Georg Kaack: Markgräfin Sibylla Augusta. Die große badische Fürstin der Barockzeit. Stadler, Konstanz 1983, ISBN 3-7977-0097-0
  • Anna Maria Renner: Sybilla Augusta. Markgräfin von Baden. Die Geschichte eines denkwürdigen Lebens. 4. Auflage. Müller, Karlsruhe 1981, ISBN 3-7880-9665-9
  • Gerlinde Vetter: Zwischen Glanz und Frömmigkeit. Der Hof der badischen Markgräfin Sibylla Augusta. Katz, Gernsbach 2006, ISBN 3-938047-19-4
  • Rudolf Sillib: Schloß Favorite und die Eremitagen der Markgräfin Franziska Sibylla Augusta von Baden-Baden. Neujahrsblätter der Badischen Historischen Kommission, Neue Folge 17. Carl Winters Universitätsbuchhandlung, Heidelberg 1914.