Anna Maria Franziska von Sachsen-Lauenburg
Neuz
Anna Maria Franziska von Sachsen-Lauenburg ( 1672 en Neuhaus an der Elbe; 1741 en Reichstadt) a oa ur briñsez alaman, eus dugelezh Sachsen-Lauenburg, ha dre zimeziñ e voe Kontez Neuburg ha Dugez-veur Toskana.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]He zud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa d'an dug Julius Franz von Sachsen-Lauenburg (1641-1689 ), diwezhañ dug Sachsen-Lauenburg adalek 1666 betek e varv e 1689, ha da Marie Hedwig Auguste von Pfalz-Sulzbach (1650-1681).
Div verc'h o doe, Anna Maria Franziska an henañ, ha Franziska Sibylla Augusta . O-div e voent savet e Bohemia, ma o doa douaroù bras.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anna Maria Franziska, a zimezas div wech.
- En 1688 e timezas da Philipp von Neuburg, ur breur-kaer d'an impalaer, ha div verc'h o doe:
- Leopoldine Eleonore (1691–1693)
- Maria Anna Karoline (1693–1751), a zimezas e 1719 da Ferdinand von Bayern (1699–1738)
Intañveziñ a reas Anna Maria Franziskaen 1691.
- En 1697 ec'h addimezas da Gian Gastone de' Medici, dug-meur Toskana; ur fallzimeziñ e oa, paotretaer e oa he gwaz, ha divugel e voent.